Diaes eo kompren al liamm etre afer ar retredoù ha kirri-boutin publik kêr Felger met reoù zo o deus kavet unan war a seblant ! Tri c’harr-boutin eus ar SURF (treuzdougen publik bro Felger) a zo bet mazaouet dimeurzh da noz. E Lécousse emañ ar pennlec’h, kavet o deus an hailhoned an tu da vont tre. Torret eo bet gwerennoù ar busoù ha skrivet « 49.3 » war unan anezho. Nevez-flamm e oa an tri c’harr-boutin Mercedès. Adaozet eo bet ar rouedad kirri-boutin gant busoù all, da c’hortoz e vefe raparet an tri.
Ekolo ha sokial eo sañset bezañ ar rouedadoù kirri-boutin. Perak mazaouiñ anezho evit tud a-enep ar gouarnamant Macron ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine