Joëlle Kerivin (eks-renourez ar Folle Journée e Naoned) : « Anzav a ran ma fec’hedoù »

Barnet d’an 09 a viz meurzh gant lez-varn Naoned, Joëlle Kerivin he deus anzavet he holl bec’hedoù. Pec’hedoù arc’hant evel just rak ganti eo bet bogodennet muioc’h evit 600 000€ eus kefioù ar « Folle Journée », gouel ar sonerezh klasel eus Naoned. Bogodennet he deus ivez arc’hant ar gevredigezh gwegelour « Espace Simone de Beauvoir » hag a oa prezidantez anezhi.

Rak ur wregelourez eo Joëlle Kerivin. Hag unan mennet gant ar c’haoz ! Parizianez a-orin, otus ken-ha-ken, tost e oa d’an ti-kêr sokialour eus Naoned, a-raok ma treinkfe ar soubenn goude m’eo bet kavet gant an ti-kêr an toull e kefoù an ensavadurioù a oa e penn anezho.

Ouzhpenn d’he stourm feminist emañ Joëlle Kerivin troet a-du gant an LGBT+++. Pa oa e-barzh ar bed ekonomikel eus Naoned e poulzas an embregerezhioù hag ar melestradurioù « d’ober ur plas » da seurt tud.

Sklaer eo e plije dezhi bevañ en un doare pompadus : dilhad cheuc’h, kenedourezed, pretioù, ar Folle Journée hag an Espace Simone de Beauvoir, an arc’hant publik e berr komzoù, a baee pep tra !

An afer-mañ a ziskouezh peseurt bed eo bed ar feministed : ur bed bourc’hiz, rouget gant ar « bovarysm » ha stambouc’het gant an arc’hant publik, meur a wech.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky