An holl re ha ne soñj ket evelto a zo « nazied », « faskourien » evit an antifa. Forzh peseurt den a vo lakaet da « faskour » mod pe vod ur wezh en e vuhez gant seurt istrogelled ! D’ar sul 19 a viz meurzh, tri anezho a zo en em gavet dirak emsaverien L’Oriflamme e Roazhon. Un disrann eus an Action Française eo L’Oriflamme, bet savet e miz genver. D’an 28/01 o doa manifestet an Antifa a-enep ar strollad o huchal luganoù brezel hag o krial forzh pegement. Anv oa da « skarzhañ » anezho eus Roazhon…
Message de David Alis, Président @RennesUniv 1/4
Agression de trois étudiants : condamnation de l’université et soutien aux étudiants
Nous avons appris une agression violente entrainant une hospitalisation survenue à l’encontre de 3 étudiants de philosophie— Université de Rennes (@RennesUniv) March 21, 2023
Ah bah, gwelet hon eus ! « Tud soja » e vez an antifa. Bras o beg met moan ha bresk o c’horf. Ha kalz anezho o deus troet « treuz » bremañ. Diaes eo d’en em gannañ a-enep emsaverien broadelour gall kigennek gant sakochoù roz ha mouk ha brozhioù berr ! Disul tremenet, tri anezho a zo bet gwelet o tirogañ skritelloù L’Oriflamme e Roazhon ha pilet int bet, « lakaet da vuzulañ an douar » ‘giz vez lavaret e Bro Dreger. Gwazh a se evidoc’h ! N’haller ket bezañ « desavet » « dre roak ha dre dreñv » ha bezañ ur gourenour ampart. Dav eo choaz kamaraded !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine