Thaïland, Daguestan, Korea, Japon, Senegal : ar broioù m’eo ur sport brezel ar sport broadel

E muioc’h-muiañ a vroioù ez eo ar mell-droad deuet da vezañ ar sport broadel.

Ha padal e broioù zo ez eus sportoù broadel all : ar sportoù brezel.

E Thaïland da skouer, noz-deiz ez eus tud yaouank oc’h en em gannañ e salioù bihan, er-maez, e « kampoù », e stadoù, er skinwell. Rak e Thaïland ez eo ar boks thaï ar sport broadel. Ha ne glask ket an Thaïlandiz gouzout hag ez eus estrañjourien barrekoc’h evito rak ar C’hevredadoù etrebroadel, ar renkadoù, ar c’hampionoù ar bed, tout se ne dalv netra evit an Thaïlandiz. Bez ez eus daou zegouezh hag a gont evito : an tournamant aozet evit deiz-ha-bloaz ar Rouanez hag an hini aozet evit deiz-ha-bloaz ar Roue. Hag, an deizioù-se nemetken, e vez embannet piv eo kampionoù boks thaï an Thaïland, hervez ar pouez, hag a zo hini ar bed, mod pe vod ken uhel eo live an Thaïlandiz e-keñver ar reoù all.

En Daguestan, er C’haokaz rus, e vez desket ar « gouren dieub » kerkent ha ganet koulz lavarout. Gant o zud e vez lakaet ar vugale er c’hluboù gouren, pa vezont o labourat da skouer, e-lec’h o lakaat en diwallerezh. En Daguestan e veze c’hoariet meur a c’houren gwechall hag a zo mui pe vui teuzet er Gouren dieub. Gouren dieub pe MMA rak n’eus ket kalz a arc’hant da rastellaat gant ar Gouren ha n’eo ket memes kont e rouedad an MMA. Setu perak e vez gwelet kement a zaguestaniz en tournamantoù UFC bremañ. Khabib Nurmagomedov a oa an hini brudetañ !

Er Senegal ez eus ur gouren hengounel ivez. Met enno e vez gourenet er stadoù ! Sot eo ar Senegaliz gant ar gouren senegalad (seurt MMA hep mannegoù hag hep implij an treid evit skeiñ) ha gwir varkoled eo ar gourenerien, ganto anvioù kurius : bombardier, Tyson, Gris Bordeaux… Evel en Azia ez eus gant ar Gouren Senegalad ur seurt aergelc’h a fizik pe speredel. Mont a ra ar c’hourenerion e-barzh ar poull treiz livet gant arouezioù hud hag a zo sañset o gwareziñ diouzh an taolioù.

E Korea-ar-Su ez eo an Taekwondo ar sport broadel. 50 milion a emgannour a zo er bed a-bezh met ganet eo ar sport e Korea hag e Korea emañ ar gampioned. Evit gellet bezañ implijet gant ar stad korean war postoù zo (bleiner kirri-boutin da skouer) e ranker bezañ gouriz du a dTaekwondo. Tout-se e ziskouezh mat n’eo ket diwar netra e vez graet « sport broadel eus Korea ar Su » anezhañ. Implijet e vez an treid nemetken en arz brezel-se (ha pa vez graet gant an daouarn evit tremen ar gourizoù) hag efedus-kenañ eo an Taekwondo er gwir emgannoù, ar pezh n’eo ket gwir evit meur a arz brezel all siwazh, evel en deus diskouezhet ar stourmer MMA Xu Xiaodong.

https://www.youtube.com/watch?v=fJAZvXiSsdk

Ha pelloc’h er reter emañ ar Japon hag ar Sumo. E Japon eo ar Sumutori gwir doueed broadel ! Diaes eo evit ur spered kornôgad kompren simbolism ar Sumo. N’eo ket tud kofek oc’h en em vountañ nemetken, ur c’hevandir sevenadurel ha speredel eo. Met hag eo an dud mondializet da vat gouest da gompren seurt simbolism fin c’hoazh ?

E Breizh ez eus muioc’h-mui a gluboù Gouren ha se zo un dra vat. Gant ma vo hor sport broadel deomp-ni desket en holl skolioù eus Breizh un deiz bennak !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky