Hag estreget gaochisted a zo ‘b’an Emsav ?

Emañ Alan Le Cloarec o paouez embann ur levr diwar-benn ar stourm e Breizh : « Evit an Emsav » e anv. E galleg. Skrivet en deus ar levr-mañ hag embannet e-unan rak Alan Le Cloarec a zo e penn an ti-embann Yoran Embanner bremañ, aet eo Yoran Delacour war e leve. Un dra souezhus eo ez eas stal Yoran Delacour gant Alan Le Cloarec. Ur gaochist eo Cloarec ha Yoran Delacour a zo kalz digor e spered. Ha gwerzhet e vo levrioù Emile Granville (embannet gant Yoran Embanner) gant Alan Le Cloarec da skouer ? Ne soñj ket din ! Dija n’eus ket moaien ken o c’homañdiñ war lec’hienn YE. Graet ar menaj dija, echu gant spered digor Yoran Delacour. « Trist evel ur pesk en ur bod lann » a vez lavaret du-mañ e Bro-Dreger.

Met petra a ziskouez adprenañ Yoran Embanner gant ur gaochist ouzhpenn ? N’omp ket ni Bretoned divorfil a spered, kat da adprenañ un ti-embann evel hini Yoran Delacour. Ha n’omp ket kat da ginnig levrioù teorikel, arnodskridoù evit dihuniñ pobl Vreizh ha stourm troad-ouzh-troad ouzh ar c’haochisted. Setu, n’om ket kat c’hoazh. Yann Vallerie en deus skrivet ul levr hag a reas berzh, Emile Granville en deus skrivet levrioù ivez met estreget an daou-se, piv en deus kredet, dre skrid, kinnig un hent all d’an Emsav ? Ha hini ebet en deus kredet hen ober e brezhoneg ouzhpenn-se !

Gaochisted a zo e-barzh an Emsav, ya, met kemer a reomp ar plas hon eus laosket dezho, tra ken ! Er skolioù Diwan, Divyezh, Dihun ! Er c’hazetoù e brezhoneg ! (ne ouian ket hag ez eus e gallaoueg), er Redadeg, er radioioù e brezhoneg, n’eus ket nemet gaochisted ? Pelec’h emañ ar Vretoned divorfil o spered ? Er gêr peurvuian pe aon o deus diskouezh o mennozhioù sklaer.

A’i eo poent diskouezh ar banniel kamaraded ! Skrivit e brezhoneg amañ dindan, savat kazetoù e brezhoneg pe e gallaoueg, savit radioioù war internet, savit skolioù Diwan pe klasoù Dihun du-se, er bed katolik eo aesoc’h kavout ur plas marteze…

Estreget gaochisted a zo ‘b’an Emsav se zo sur met a’i eo poent gwelet fri ar reoù all ha dreist-holl klevet o mennozhioù !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Hag estreget gaochisted a zo ‘b’an Emsav ?”

  1. Gwilhmod dit :

    Ar gelaouenn « Ar Gouloù Gwenn » n’eo ket ‘gaochist’.

    https://argoulougwenn.wordpress.com/?wref=bif

    Levrioù Emil Grandville a zo dispar e gwrionez : gantañ hon eus unan a oar diorren ur preder dezhañ e-unan.
    Kealouennoù er parlantoù gallaouek n’eus ket : ar gallaoueg n’en deus netra da welout gant ar brezhoneg, a zo eñ tonket da gemer plas ar galleg e Breizh a-bezh.

    • Fañch dit :

      Mat e vefe dit en em lenn en-dro. War a hañval ez out kouezhet er bugaleaj en-dro. Emaout o sukrañ sivi : ken kozh-se out ?

      Ur bern fazioù a zo ez prepozioù. N’eo ket bet spletus dit klask jeu ouzh ar re gristen nemeto eus Breuriezh Santez Anna. Koshaet ‘teus buanoc’h egeto…Ha da vugale difroutre e-keñver ar brezhoneg ?

      Paour-kaezh !

  2. Fañch dit :

    Estregeto zo me n’int ket stank. Dre chañs hon eus nebeutoc’h-nebeutoc’h ezhomm anezho evit emaozañ ha bezañ oberiant.

  3. Fañch dit :

    A-hent-all, petra eo ar brezhoneg-se ? Ur yezh vroadel ha stadel hon eus da ober ganti. Marteze e klask kuzhat an aozer a-dreñv ur parlant hogen, n’eo ket plijus da lenn atav.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky