Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Sant-Nazer : dramm hag armoù e-barzh e gav, an drafikerien barizian a sko gantañ

Deuet eo Sant-Nazer da vezañ ur gêr grignet gant an trafikañ dramm. Un den hag e familh a ra annez e karter Prezegat e miz eost 2019. Anavezet eo ar c’harter-mañ evit bezañ « kêr drogach », gant trafikerien o tont eus bannlevioù parizian.

Kerkent ha staliet ez a ar paotr da furchal en e gav. Ha petra a gav ennañ ? Armoù, dramm, kartouchennoù, … Ur gwir doull evit an drafikerien dramm hep feiz na reiz hag a zo mestr war ar c’harter.

Pellgomz a ra kerkent d’ar polis, ha setu e fazi ! Un hanter-eurvezh war-lerc’h setu trafikerien o tegouezhout en e ranndi hag o skeiñ gantañ par ma c’hellont. Ur gwir vazailhat ! Ur vazh base-ball a vo torret war e vrec’h zoken !

Erru a ra ar polis ha serret an trafikerien. E-barzh ar c’hav e vo kavet 768 gr a gokaïn, da lavaret eo 53 000€ !

Barnet eo bet lodenn gentañ ar vandennad e miz gouere 2022 ha d’an 28 a viz c’hwevrer e voe tro ar re all. Meur a venneg a zo ar o roll lez-varn dija, o breutaer a zo e rannvro Paris…. N’eo ket Breizhiz a ouenn vat ar re-se, se zo sur.

A-benn ar fin int bet kondaonet da bevar vloavezh toull-bac’h.

Etretant eo bet « adkemeret » an trafikañ dramm e karter Prezegat, « kêr drogach », gant ur strollad all…

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Justice, Local, Société

Brest : paotr ar Surinam e gof leun a gokain a chom en toull-bac’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Pornic, Société

Trafikañ dramm e Machikoul (Bro-Raez) : daou zen serret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky