Naoned : brezel ar c’harterioù, un den kondaonet

En e grevañ emañ brezel ar c’harterioù e Naoned ! Bellevue deus un tu, Malakoff deus un tu-all, ar Breuil, …. Diwar ma komañs an trafikañ dramm en ul lec’h bennak e krog an hailhoned d’en em ganañ etreze forzh penaos.

D’ar yaou 02 a viz meurzh e oa Keny G., 26 vloaz, dirak ar barner. Sach blev a oa etre karterioù ar Breuil ha hini Bellevue e 2018 (hag ez eus c’hoazh !), ken e tarzhas ur fuzuilhadeg d’ar 14 a viz mae e kreiz Bellevue. Tri den a vo diskaret. Gloazet nemetken. Un nebeut devezhioù a-raok he doa graet un vandenn eus Bellevue ar memes tra er Breuil. D’ar 14, e teuas a-benn an dennerion da skarzhañ kuit, memestra. Devet e vo o c’harr-tan (laeret evel just) un tamm diwezhatoc’h e Gregamp-ar-Feunteunioù, e Bro Naoned.

‘Tal kichen an oto devet e vo adkavet ur maneg gant ar boliserien. ADN Aboubacar Fofana warnañ. Hemañ a vo lazhet gant ar polis un nebeut mizioù war-lerc’h er Breuil tra ma oa o klask tec’hout kuit. Un taol-dispac’h a savas diwar ar marv-se hag a badas e-pad devezhioù.

Met Keny G. a oa en afer e Gregamp ivez. Adkavet e vo e ADN. Ha bev eo eñ. Diriaou dremenet e oa dirak ar barner evit an taol-mañ. Hervezañ en doa klasket « reiñ un tamm sikour da vignoned ». Peseurt re ? Chom a raio mut. A-benn ar fin e voe kondaonet d’ur bloavezh toull-bac’h. Er prizon e c’hello adkavout mignoned eus Bellevue hag ar Breuil, fiskal !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Naoned : brezel ar c’harterioù, un den kondaonet”

  1. Ne savez vous pas que la langue officielle est LE FRANCAIS ???????

    Le bon docteur !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : bazataet ha bac’het evit un dle a zramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Naoned : 38 ti laeret e-korf 5 miz evit ur Roumanian

Découvrir l'article

Ensauvagement, Immigration, Local, NANTES, Société

Naoned : Djibril a zo diskred warnañ bezañ gwasket war testoù e-barzh ur fuzuilhadeg

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Plouzane (Bro Leon) : archerien dirak ar skolajoù

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Environnement, Local, Social, Société

Brest : Bellevue ha Pontanezen tennet diwar ar ZFE

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Local

Bro Ankiniz (44) : ur penn-dramm kondaonet evit bezañ lakaet tan e meur a lec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement

Brest. Une rixe au couteau entre bandes de racailles fait 4 blessés, les bus déviés à Bellevue

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : ar filierenn albanad dirak ar barner

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky