Ur barr spont o deus bet an dud en TER etre Brest ha Kemper disul vintin. Un ivoarian penn-follet a oa ennañ o kas safar hag o huchal « Allah Akbar » par ma c’helle. Ouzhpenn da se en defe lavaret traoù ma ziskoueze splann e oa evit ar sponterezh islamek.
Serret e ti-gar Kemper e vefe mesket e spered. D’an 11 a viz ebrel e vo barnet evit « meuleudigezh ar sponterezh » gant lez-varn Kemper.
Da c’hortoz eo bet kaset d’an toull-bac’h. Ha perak ket d’e vro ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine