Namibia : hervez ar prokulor meur eo « dizonest » an heñvelreizh

Setu boued evit an emsaverien LGBT : e Namibia emañ ar pennoù bras o tiskutal evit gouzout ha kendalc’het e vo da vezañ e-maez al lezenn ar sodomiezh pe get. Hervez prokulor meur ar stad, Festus Mbandeka, eo « dizonest » an heñvelreizh ha n’eus ket anv d’he dibinisiñ. Kaset eo bet dirak al lez-varn meur un afer a revfouzherezh etre daou baotr rak e-maez al lezenn eo ar sodomiezh er vro afrikan-mañ.

Hervez an ONG Namibia Equal Rights Movement (NERM) 64 den a zo bet serret etre 2003 ha 2019 evit « sodomiezh », pezh a zo grevus-tre er vro. E 2021 koulskoude eo bet lavaret gant ur bodad ofisiel e vefe arruet poent da zougen ar sodomiezh el lezenn. E bloaz an erc’h du marteze rak er vro-se e vez gwelet paotred an douar velen evel diaouled. Lod ne gred ket ijinañ e c’hell bout anezho zoken.

E miz meurzh e vo statuet war un afer all a denn d’ar gumuniezh LGBT : daou zen dimezet en ur vro all a fell dezho bezañ anavezet evel pried e Namibia. Hogen n’eo ket anavezet an eured heñvelreviad gant bonreizh Namibia. Hag ur bugel o deus bet war ar marc’had ! C’hoant o deus en defe ar paourkaezh krouedur ar vroadelezh namibian evelto, pezh a nac’h ar stad namibian.

Ha klevet e vez ar c’hevredigezhioù LGBT gall o huchal war homofobiezh Namibiz ? Tamm ebet ! Peogwir eo an Afrika du e c’hoarvezh an afer ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky