Korsika : Hanter dizalc’h e vo Alain Ferrandi d’e dro !

Tamm-ha-tamm e vez peurbaeet maread du ar gwall-daol ma voe lazhet ar prefed Erignac e Korsika. Goude Pierre Alessandri, teir sizhun zo, hag a zo bet aotret da labourat er-maez eus toull-bac’h Borgu e-pad an deiz, setu Alain Ferrandi gant ar memes hent ! Diriaou mintin eo bet asantet e c’houlenn a hanter frankiz ! Gortoz a ra difennourion ar prizoniad un nebeut devezhioù evit ober you-you avat rak gallout a ra ar jujeri enep-sponterezh ober galv. Hag e c’hellfe hen ober ha pa klask ar stad gall sioulaat ar jeu etre ar vroadelourien ha Paris. Divizoù a zo dre guzh etre an dilennidi korsad hag ar gouarnamant gall abaoe m’eo bet peurlazhet Yvan Colonna hag ar sizhun dremenet e oa Gerald Darmanin e Korsika evit komz war-eeun gant ar gouarnamant emren korsad.

Ur statud a emrenerezh a vefe war ar stern met a-raok dav e vo kavout penn da gudenn ar brizonidi bolitikel.

Abaoe miz mae 1999 e oa Alain Ferrandi en toull-bac’h, diskred zo warnañ bezañ bet e penn ar C’homando Erignac.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Korsika : Hanter dizalc’h e vo Alain Ferrandi d’e dro !”

  1. Lacuzon dit :

    Mat tre.
    Bevet Korsika dizalc’h! … Ha marv d’ar macronia !!!!!!!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky