Tud fier eo Turkiz war a seblant. Goude ar c’hrenn-douar e Turki e oa bet aozet un dastumadeg vras a zilhad gant ur gevredigezh turk eus Kastell-Briant, e Bro-Vaez. Roet zo bet dilhad a vil-vern gant tud eus ar vro ken fromet e oant bet o welet skeudennoù ar vugale adkavet dindan an tiez kouezhet en o foull.
Ya met tud zo a zo bet souezhet o klevet digant tud ar gevredigezh ne vefe ket kemeret an dilhad eil-dorn, dilhad nevez ne lavaran ket. Hervez ar gevredigezh turk eo bet gourc’hemennet kement-mañ gant an AFAD, da lavaret eo ar servij ofisiel turk karget da verañ ar roioù !
E Kastell-Briant eo chomet an dilhad eildorn er grignol, neuze. A-benn ar fin int bet roet da dri gevredigezh : Ar Groaz Ruz, Saint-Vincent de Paul hag Emmaüs. Daou garr-sammad a zilhad nevez a zo bet kaset da vro-Turki memestra.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine