D’ar 17 a viz genver e tegouezhas ur paotr dirak skol Fernand-Buisson e kreiz kêr Kemper. Ur pakistanad anezhañ. Boeson gantañ hag ur gwall voeson war a seblant. Abalamour d’un afer a blas parkañ e savas ur piladeg etre eñ hag ur vamm eus ar skol. Bountet eo bet ar plas gant ar Pakistanad ha kouezhet war al leur, gloazet. Ken e rankas bezañ ehanet e-pad tri devezh.
War-se ez eas kuit ar paotr gant daou eus e dri bugel. Ankounac’haet gantañ an trede hini ! 15mn warlec’h setu eñ deuet en-dro da gerc’haat anezhañ. Ya, met etretant e oa bet galvet ar boliserien gant ar vaouez c’hloazet. Klask a reas tec’hout kuit ar Pakistanad gant e garr-tan o welet anezho. Pourchuiet gant ar boliserien e voe serret a-benn ar fin goude ur redadeg e kreiz kêr, tra ma oa tud e-leizh o gerc’haat o defotachoù.
Ur meneg a oa dija war e roll lez-varn evit… ur piladeg gant ur bleiner !
A-benn ar fin eo bet kondaonet da seizh mizvezh toull-bac’h gant al lez-varn met ne vo ket skarzhet nag eus Breizh nag eus Bro-C’hall ! Un trede chañs neuze ?
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine