Setu keloù mat evit bro Felger : arnevesaet ha brasaet e vo labouradeg Abera ! Adprenet eo bet al lazhti istorel-mañ eus Sant-Brizh Gougleiz (Maen-Roch bremañ) e fin 2021 gant Bigard ha divizet eo bet gant an industriour lakaat un dek bennak a milionoù a euroioù evit e reneveziñ. Gant ar 25 000 penn oc’h lazhet bep sizhun eo deuet Bigard da vezañ ar stroll kentañ war marc’had ar c’hig oc’h. Dirak ar C’hooperl zoken !
E Sant-Brizh, eo 350 den a zo gopraet gant Abera (mui ur c’hant a labourerien etretant). Ha fellout a ra da vBigard enfrediñ tud nevez ! Renevezaet e vo ar savadurioù ha lakaet e vo arc’hant evit gwelaat an doareoù labourat paneveken.
Boser e Paris e oa Lucien Bigard er bloavezhioù 50 pa tegouezhas e Kemperle ma savas ar Socovia (Société Générale des Viandes) hag a droas « Bigard » e 1974.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine