Setu ! Goude prezegenn Louis Boyard, ar c’hannad LFI bet marc’hadour dramm, en hall L eus Roazhon 2 setu stanket ar fak. ADARRE ! Diwar peseurt abeg ? Adreizh ar retredoù anat deoc’h ! Evel just ez eus peadra da sevel mouezh a-enep an adreizh Macron, ken… direizh eo justawalc’h, dreist-holl evit ar re o deus micherioù diaes. Met petra dalv ober harzh-labour evit studierien ? Ha lakaet diaes e vo ar gouarnamant hag ar batroned gant-se ? Petra a vez produet e Roazhon 2, estreget LGBT ha gaochisted nevez ?
Piv a vo lakaet diaes gant an harz-labour-se e gwirionez ? Ar studierien baour an hini eo. Hag o zud. Ar re n’o do ket arc’hant a-walc’h evit paeañ ur bloavezh ouzhpenn ? Ur ranndi pe ur gambr da gavout e miz eost peogwir e oa bet stanket ar skol-veur e-pad sizhunvezhioù ha n’hallas ket studier ar tiegezh tapout e ziplom.
Ur spont ! N’eo ket Louis Boyard, mab ur bourc’hiz anezhañ (ur sterner e oa e dad) a vo lakaet diaes gant an harz-labour-mañ. N’eo ket ar c’haochisted eus Roazhon, mibien bourc’hizion an holl anezho, a vo lakaet diaes kennebeut. Bugale renkad ar vicherourien ne lavaran ket.
E Roazhon evel e Breizh a-bezh eo an tu-kleiz a-enep ar bobl ! A-enep renkad ar vicherourien hag o gwirioù d’ober studioù !
🇫🇷 FLASH – Des centaines d’étudiants bloquent l’université #Rennes2 contre la réforme des retraites. Le mobilier des salles est sorti pour bloquer les entrées. (Le Mensuel de Rennes) #ReformeDesRetraites #Rennes pic.twitter.com/ReOMN9Nenk
— Mediavenir (@Mediavenir) February 6, 2023
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Skol-veur Roazhon 2 stanket : mersi dit Louis Boyard, tamm mab bourc’hiz ac’hanout !”
Labourerien da zont eo ar studierien ha liseaned. Martese, « en un tu bennak », ur gwask a ra an traoù-se memes tra.