Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Gwenvenez-Penfaou (44), da endro didruez

Nevez zo e Gwenvenez-Penfaou, e Liger-Atlantel (5 000 anneziad), ez eus bet un emgann etre div familh diwar-benn chas pourmenet hep o minell, da harzal outo da gregiñ evel just rak chas emgann e oa. Bazailhet ez eus bet ur paotr ha freuzet ur ranndi. A-benn ar fin eo bet kaset tout an dud dirak lez-varn Sant-Nazer.

E-kerz ar prosez, unan eus an dud damallet a lavaras : « ne gred ket mui ar boliserien mont er c’harter m’emaomp o chom rak un tiriad er-maez eus al lezenn eo deuet da vezañ ».

Un tiriad er-maez eus al lezenn. E Gwenvenez-Penfaou !

E Gwiskri (2000 anneziad) e Bro-Gerne ez eus ur c’harterig HLMoù e kreiz ar bourk hag a vez graet « Chicago » gant tud ar vro kement a dorfedoù hag a drafikoù a zo ennañ noz-deiz.

E Loudieg (22) ez eus karterioù ha dreist-holl skwaroù ma n’haller ket mui treuziñ anezho diouzh noz. E Pondi emañ gwasoc’h an traoù c’hoazh, e Lannuon, Gwengamp ez eus karterioù ha lec’hioù seurt-se ivez.

Petra c’hoarvezh ‘ta ? Poblañsoù zo o deus graet annez er c’harterioù-mañ, ganto trafikoù a bep seurt. Gwechoù zo e tegasont ganto tud eus banlevioù Paris deuet da Vreizh d’ober « prospecting » evit an trafikañ dramm. Setu penaos e weler e kumunioù bihan an trafikañ dramm o vleuniañ. Un den eus Paris en deus kavet ur marc’had hep koñkurañs ha partiet an traoù !

A zo gwasoc’h : muioc’h-mui e vez gwelet tud ar vro, gwir vretoned a ouenn, techet da varmouzañ kodoù ar siteioù eus Paris. Kasketennoù, langach wech wech, trafikoù a bep seurt, « plañioù » teurt, chas drouk ha dreist-holl ar feulster. Evit an disterañ abeg e vez skoet ouzh egile gant kri forzh, evel e Argenteuil pe Stains. Ha n’eo ket mui e kêrioù bras eus Breizh nemetken e c’hoarvez seurt traoù, betek e bourkoù bras evel Gwenvenez-Penfao pe Gwiski e weler hailhoned anvet Maël pe Kevin. Trochet o gouenn ganto. Kar n’eo ket mui boesonerion evel gwechall, bremañ eo deuet da vezañ tud akulturet ha « wechweched ». N’eus ket mui ezhomm kaout hailhoned eus ar 93, e Breizh e vez produet klonoù eus outo !

Da belec’h ez a hor bro ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Pornizh (Bro-Raez) : Daou baotr yaouank o doa graet butun d’un den kozh, hemañ a zo atav er c’homa

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Pornic

Bouez (Bro Raez) : un istrogell a ra ar goudrouz d’ar maer eus poanioù an ifern

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Pleurestud (35) : rener ar gourmarc’hadig bazailhet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : torret e glopenn evit un afer « a enor »…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Ploermael : ur gêr dindan hec’h aon, un den yaouank dindan brenn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : « gouennelour eo ar justis gall ! »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bourc’hnevez-Raez (44) : un den a arru gant ur sabrenn war bord an dachenn vell-droad

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Mazeon-ar-stêr (44) : skeiñ a reont gant un den goude « kunujennoù gouenelour » (pas fini)

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local

Gwiler-Leon : un implijad-kêr skoet gant un « den yaouank »

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local

Lannuon : un estrañjour achapet eus ti ar re sot a sko gant e vamm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky