Saint-Nazer : kammoberioù, mestaolioù, torfedoù evit daou estrañjour

N’eo ket kroget na kroget mat ar c’hoarioù olimpek eus Paris c’hoazh ma klask reoù zo pilat rekordoù : e bro Sant-Nazer, daou estrañjour yaouank (18 ha 27 vloaz) o deus lakaet freuz e-korf un devezh. Ken e c’hellfent bezañ marilhet e levr ar rekordoù !

Da eizh eur beure e krogas an taolioù-kaer : Laeret ez eus bet Peugeot 207 ur micherour ganto. Goude-se e tegouezjont e Intersport Trigneg ma klaskjont laerañ traoù. Kaset er-maez gant ar gward ez ajont da hini Pont-Kastell ma rejont an hevelep c’hoari. Aze e kunujennjont ar werzherez hag ar gward a c’houlenne ganto diwiskañ an dilhad laeret o doa gwisket an eil war egile. Ha neuze ez ajont da Leclerc da glask laerañ un hezoug-godell ken ker ha 200€. En aner adarre. Met ne voent ket digalonekaet evit kelo-se rak e klaskjont mont tre en un ti. Evit laerañ traoù ennañ evel just ha n’eo ket evit ober menaj. Galvet e vo ar boliserien gant un amezeg hag a redjont war o lerc’h kerkent. E Trigneg e tleas ar boliserien lakaat un oged war an hent evit o rediañ da chom a-sav. Te gomz ! Ha pa oa toullet o fneuioù e kendalc’has an daou hailhon war ar bandennoù karr en ur klask stokañ karr-tan ar boleserien evel just.

A-benn ar fin e laoskjont an oto ha kuit ! Kavet vo unan kuzhet en ur boulenn hag egile o patouilhat en ur park bouilhonek eus ar Vrier.

Kondaonet int bet da zaou vloavezh toull-bac’h d’an 31 a viz genver. Dav e vo dezho kuitaet Bro-Frañs pa vint dibrizonet met ne vez ket gouvezet nag o anvioù gwir nag o bro orin kar meur a hini a zo bet lavaret ganto d’ar justis. Kredapl-bras e chomo an daou-se e Bro-Frañs neuze rak n’hall ket ar justis gall « krouiñ » anvroidi.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Ar gevredigezh kleizour « La Fraternité » e Sant-Nazer laeret evit an 8vet gwech abaoe miz gouere !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : strewiñ a raent ar spont en ur savadur, tri « c’haïd » kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Andrev-an-Doureier (44) : ur burev-butun laeret, un Aljerian kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

E kreiz Sant-Nazer, ur gwaz a oa bet kontellet gant e eks-vignonez, homañ zo kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : toull-bac’het e miz eost evit bezañ kemeret perzh en ur afer grevus e c’houlenn bezañ leusket da vont

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : 14vet taol polis en Trebal abaoe miz gouere a-enep an dramm, un trafikour parizian serret

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky