Savomp div, teir C’hêrvrezhon !

Evit an holl yezhoù minorelaet ez eus « begoù-moger », tiriadoù m’emañ kreñvoc’h ar yezh enno hag a dalvont da baradoz evit ar re ne vevont ket ‘barzh : Ar Gaeltachtai evit an iwerzhoneg, an inizi Gall evit gouezeleg Bro-Skos, ar Val d’Aran evit an okitaneg, norzh ar vro evit ar c’hembraeg. Un dra a-bouezh eo evit magañ ijin an dud ha kalonekaat an emsaverien.

E Breizh n’eus ket beg-moger ken evit hor yezh. Breizh-Izel ? A-boan ma respont ar re gozh pa’z aer d’o c’haout e brezhoneg. « N’eo ket ar memes brezhoneg ». Hag ar bras eus outo o deus kemeret ar pleg d’ober gant ar galleg bremañ. Tud yaouank eus Breizh-Izel ? Troet sot gant Tik-Tok ha skol ar Republik ne ouaront ket ken yezh o zadoù-kozh.

Ha petra ra ar re o deus desket brezhoneg ? Mont a reont d’ober annez e kêrioù eus Breizh-Uhel ! O komz brezhoneg uhel gant forzh ardoù e metro Roazhon pe e tram Naoned. Da betra servij ? N’eus den ebet evit o c’hompren ! Ma vefe e Brest pe e Kemper c’hoazh e vefe atav ur vamm gozh pe ziv o soñjal : Ha ma, setu tud yaouank oc’h ober gant hor yezh. Met e Roazhon ? Sotonioù diboell ha didalvout ! Sur on e vez soñjet gant an dud eo tchekeg pe alamaneg, pe arabeg marteze pa klevont Pêr ha Katell o huchal e brezhoneg e komers e Naoned. Ha petra lavarout eus ar c’hiz da staliañ panelloù e brezhoneg e pep lec’h e Breizh ? Gant anvioù ijinet diwar netra ouzhpenn-se ! Hag ar skolioù e brezhoneg e « Gwitreg » ? Peseurt brezhoneg a vo desket gant ar vugale ken pell ha Breizh-Izel ? Ar « gwitregeg » ? Sotonioù ! Sotonioù ! Ar Gallo o deus o yezh, leuskomp anezho trankil mar plij ! Labour awalc’h a zo e Breizh-Izel, gwir vro ar brezhoneg ma n’eus ket ezhomm ijinañ anvioù ger du-se, mirout ha gwareziñ ar re a zo dija du-mañ ne lavaran ket !

E Breizh-Izel ez eus kêriadennoù didud koulz lavarout. Kêrioù ha kêriadennoù m’eo deuet a-benn ar c’haochisted da sevel kumuniezhoù enno. Tro Rostrenenn da skouer e weler anezho o tigeriñ stalioù, boutikoù. Ha pet gouelioù a vez aozet ganto bep bloaz, gouelioù « alternativel », gant teir c’hador, ar « skaotaj emren » ha me oar-me, met gouelioù memestra, ma’z eus tud eus ar vro o tont. Er Menez Arre, ez eus ul levraoueg war vale bremañ, kaset gant ur feministez ! E kreiz-kêr ar Fouilhez em boa gwelet he fenn ar wech-all, ha tud ar vro az ae d’he gwelet evit bezañ avielet. Gant aviel ar feminism pe « gwregelouriezh » evel just !

Petra a reomp-ni e-keit-se difennerien ar brezhoneg ? Mont a reomp da Vreizh-Uhel, da c’hoari ar mouilc’hi gwenn ! Ha padal e c’heller ober traoù amañ. E bro Kemperle ez eus bet savet ur gêriadenn holl-vrezhonek gant div familh gourajus : Kêrvrezhon an hini eo. Ne ouzon ket peseurt liv politikel zo ganto, gaochisted pe get, met diouzh ar pezh a ouaran e vez komzet brezhoneg gant ar familhoù o vevañ enni. Dreist-holl gant ar vugale ! Setu hor beg-moger ! Met fidamdoue, perak ne vez ket savet kêriadennoù a seurt-se e pep lec’h e Breizh-Izel ? E kêriadennoù ma’z eus c’hoazh ur vamm-gozh pe ziv o chom, ma c’hellfe hor bugale deskiñ brezhoneg ar vro, brezhoneg brav ha n’eo ket chaokañ ur ger pe zaou evit ober plijadur da dadig e metro Roazhon, beuzet e kreiz ar vorianed hag ar « wech-wech » !

Diouzh ar c’hiz eo d’ober annez war ar maez abaoe ar C’hovid hervez kont. Gant an niver a dud a zo o teskiñ brezhoneg er stajoù hir bep bloaz ne gomprenan ket perak n’eus ket muioc’h a goupladoù, yaouank pe get, dedennet da sevel kêriadennoù hollvrezhonek e goueled Breizh ? N’eo ket kiboutzim mod Israël ma veze rannet pep tra etre an dud, tamm ‘bet. Pep hini a zo mestr en e di met brezhoneg nemetken a vez implijet gant an dud en darempredoù sokial hag e kêr. Ha ma vez tud kozh er gêriadenn hag a ouiont brezhoneg ar bobl eo gwelloc’h c’hoazh.

Bodomp ar vrezhonegerien e kêriadennoù bihan a seurt-se e-lec’h gwelet anezho o c’hoari an « amikalisted » er c’hêrioù bras arabizaet. Savomp div pe deir C’hêrvrezhon nomdetoui !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

4 réponses à “Savomp div, teir C’hêrvrezhon !”

  1. DAVID dit :

    Ar wirionez ‘zo ganeoc’h, me ‘zo sur !

  2. Gwilhmod dit :

    N’eo ket dister niver ar vrezhonegerien e Roazhon hag e Gwitreg, ha war greskiñ ez a ; muioc’h a labour zo e kêrioù bras Breizh uhel ; albac’henn ar gallaouegoùigoù n’he deus netra da welout gant ar brezhoneg unvan a zo e wir enebour ar galleg ; anavezout a ran keriadennoù e-lec’h ez eus darempredoù e brezhoneg gant tiegezhioù emsaverien : Kergov Plougerne, Kerziwezh Plougastell, unan bennak all e bro Wened war am eus klevet…. Met ne gav ket din ez eo an hent mat. Muioc’h a fiziañs am eus er pezh a c’hell ober Tiez Ar Vro, d l e e kêr, e-lec’h e c’hell bezañ stank an darempredoù evit kalz a zarvoudoù. En-dro d’ar skolioù brezhonek ivez.

    • Taliesin dit :

      Ne bara ket doc’h ar vrezhounegerion ag en em dolpin ha bout amezeion.
      Kervrezhon n’eus ket ‘met Ur raktres a-seurt-se : en em dolpin da lakaat hor yezh da vevin, rein un en-dro d’ar vugale e brezhoneg hag o lakaat d’ober get ar yezh kenetreze.
      Gellet a ra bout graet e kreizig-kreiz ar maezioù el m’eman get an hani savet kement el en Ur c’harter en Ur ger bras.

  3. Taliesin dit :

    Ur ger vras

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky