Galoweb : ur reportaj war kelenn ar gallaoueg er skolioù kentañ derez

Goude ar reportaj kentañ war stad ar gallaoueg, yezh roman Breizh, hiziv an deiz, emañ Galoweb o paouez lakaat en-linenn ur reportaj E GALLAOUEG war kelenn ar yezh er skolioù kentañ derez. Ha setu ur video dedennus-kenañ evit ar re ne ouzont tra diwar-benn yezh Breizhuheliz. Dav eo anzav ne anavezomp ket, ni Breizhizeliz, Gorre-Breizh hag un dra vat eo evit ar spered broadel da lakaat ar vretoned da anavezout gwelloc’h yezh hengounel ha sevenadur hor c’henvroidi e-lec’h klask o zrevadenniñ (ha pa vefe evit « mad » anezho) evel m’o deus graet ar C’hallaoued ganeomp.

Ha me Kernevad brusk em eus bet plijadur o sellet ar reportaj-mañ. N’eo ket displijus ar gallaoueg d’an divskouarn hag ur gwir blijadur eo da selaou bugale eus hor bro komz yezh o zadoù-kozh. Ha dav eo anzav un dra all : reportajoù Galoweb zo un digarez da zizoloiñ kontreoù eus Breizh ha ne anavezomp ket. Piv en doa klevet anv eus « Bâzouj » a-raok da skouer ? Gant ma kendalc’ho an avañtur Galoweb !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Galoweb : ur reportaj war kelenn ar gallaoueg er skolioù kentañ derez”

  1. Gwilhmod dit :

    Brezhonegerien e leizh zo e Breizh uhel, alato !
    Galoweb : 123 den koumanatet war Youtube, video gwelet 153 e korf pevar devezh… Kement-se a zo arc’hantet gant R4 !
    1200 bugelig a ra gant un teodyezh a zo marv e gwirionez, un hanter eurvezh bep sizhun… Koulz lavaret kaoc’h kelien.
    E keit-se Brezhoweb a zo dezhañ 5170 koumananter….
    20.000 bugel er skolioù divyezhek a ra gant ur yezh unvan he deus marteze ur chañs bennak da zreistbevañ.
    Betek pegeit e vo sparlet stourm ar brezhoneg gant seurt albac’henn lu. War Plum FM n’eo ket dav bezañ bet desket ar parlantoù-se evit kompren ervat tost pep tra. Hollgomprenidgezh (Ubiquité) ar yezhoù am bije-me ? Ne gredan ket !

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Gaming

Bazterka, hurik gabeko herria : Ur c’hoari video en euskareg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Fort-Bloqué (56) : ur « gwallig-daol » a-enep ur mekanik chanter ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, QUIMPERLE, QUIMPERLé

Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg

Tintin : Adembannet e vo « Ar skouarn dorr » e brezhoneg !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Evenements à venir en Bretagne, Histoire, Local, LORIENT

Stade terminal d’aliénation : une conférence sur les… arabismes dans la langue bretonne !

Découvrir l'article

Education, Local, Paimpol, Société

Trévenneuc (Goëlo) : une école catholique hors-contrat ouvre ses portes !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky