Sant-Malo : an « trouplad » a dro da fall

Merc’hed zo a glask faoutañ o c’halon mod pe vod : ur gwaz, ur parizian, en e daou-ugent vloaz, trafikour dramm, 18 menneg war e roll lez-varn a oa o vevañ gant div blac’h etre Sant-Malo ha Paris. Un « trouplad » ma faotañ deoc’h. E 2018 en doa graet anaoudegezh gant ur plac’h en he 16 vloaz e Sant-Maloù. Drogach a veze gwerzhet dezhi gantañ. Buan-tre e cheñchas natur o darempredoù. E vestrez a zeuas da vezañ. E vestrez met ne oa ket an hini nemeti : hag eñ en e 38 vloaz e krogas da zaremprediñ ur plac’h all, 18 vloaz anezhi, er memes mare. Hag a-benn en em veskas an tri evit ober un trouplad etre Paris, Sant-Maloù, Kankaven.

E 2020 avat, unan eus an div vaouez a savas klemm ouzh ar paotr e lez-varn Bobigny, er Seine Saint-Denis : gouez dezhi e veze skoet gant ar C’hasanova. Met kenderc’hel a reas an traoù e-giz-se. Da c’houde ul laeroñsi en un davarn eus Sant-Maloù e vo serret an tri hag evit ar wech kentañ e vo anv eus an trouplad dirak ar boliserien. A-benn ar fin e lakaas an div blac’h ur glemm ouzh o marc’h-sailher evit bezañ bet « palforset » ha « skoet meur a wech » gantañ.

En toull-bac’h emañ Yann e vitrak abaoe bloavezhioù. D’an 20 a viz genver e tremenas dirak kambr-imbourc’h Roazhon evit bezañ dibrizonet. Ne vo ket a-benn ar fin : en toull-bac’h e chomo. Ur vestrez nevez en deus e Paris memestra !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : ar muzulman a gase fotoioù eus e fulup d’ur minor

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : Daou zen yaouank kontellet gant Jeorjianed, unan anezho war dec’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Santé, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : klañvdiourien taget e ti ar re sot

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : o vont kuit gant ar c’hef e oa, ur « Marseilhad » serret !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : un Tunizian dindan OQTF a glask laerañ ur babig en ospital goude bezañ skoet gant ar vamm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Daghestaniz a laere dilhad er stalioù, kondaonet int bet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : Ur c’hlasad Ulis hep kelenner e-pad mizioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malou : daou lojamant feurmet dre vBooking gwastet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Hag ur gwall-daol a zo bet diarbennet e Sant-Malou ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-MALO

Un Albanad tamallet da vezañ e penn an trafikañ dramm e Bro Sant-Malou

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky