Plougoñ=>Montroulez, brastreset eo bet hent ar Redadeg 2024 !

Loc’hañ a raio eus Plougoñ, er C’hap, hag erruout a raio da vMontroulez. 1700 km etre ar 17 hag an 25 a viz mae 2024 ha tremen a raio dre gêrioù ha n’eo ket tremenet drezo abaoe pell.

E Ti ar Vro Montroulez e oa bodet aozerien ar Redadeg disadorn dremenet evit dielfennañ hentad ar Redadeg 2024. Kristian Troadec kuzulier rannvro e-karg eus ar brezhoneg a oa eno ivez evit diskouez souten ar Rannvro. Evel boaz e tremeno ar Redadeg dre hentoù Breizh-Izel ha Breizh-Uhel. Goude un hir a hent hag a gêrioù gweladennet (Kemper, Bro An Oriant, Bro-Naoned, Bro-Roazhon, …) e echuo gant Kreiz Breizh ha neuze Montroulez. Nevesaet eo bet burev ar Redadeg da geñver emvod Montroulez : Gérald Ar Gov (Bro An Alre), Azénor Kallag (Bro Dreger/Roazhon), Maïna An Talleg (Roazhon), Karell Grall (56) et Glenan Guilloux (29) az a d’ober ar burev nevez.

Savet eo bet daou strollad labour evit prientiñ ar Redadeg a zeu : hini war an « ingalder paotred-merc’hed » (sik !) hag egile war « doujañs an endro ».

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Plougoñ=>Montroulez, brastreset eo bet hent ar Redadeg 2024 !”

  1. Gwilhmod dit :

    « Ingalder Paotred-merc’hed », « Doujañs evit an en-dro »… disoñjet ho peus « skoazell d’ar gallaoueg ivez.
    Netra da welout gant ar brezhoneg.
    Gwalc’hadur empennoù.
    Hepdon.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky