Petra zo c’hoarvezet etre Dinan ha Lanvalae e-pad nozvezh an 12 a viz genver ? Degadoù a bneuioù a zo bet kontellet ha kement-all a girri-tan diheiliet, torret o frinistri hag all. Kroget o deus an hailhoned o labour e Lanvalae, en tu-all d’ar pont bras (ar « viaduc ») ha kendalc’het o deus e kreiz-kêr Dinan. Kirri-tan parket mat e rezidañsoù zo a zo bet diheiliet ivez.
Gant piv eo bet graet ? Ekologourien eus an tu-pellañ pe hailhoned a seurt ar re a weler muioc’h-mui o pourmen o c’halite hag o feniantiz noz ha deiz e kreiz kêr ? Emañ ar boliserien o klask war o lerc’h bepred.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine