« Sympatic », feurmoù re uhel, c’hwiled-du : petra c’hoarvez e Loudieg ?

Keloù fresk ! : D’ar meurzh 10 a viz genver ez eus bet kemeret un diferad gant ar prefed da serriñ ar Sympatic. Kelaouet eo bet an envroidi o chom ennañ gant an archerien hag ar boliserien sikouret gant jubennourien. Pemzek deiz en deus ar perc’henn evit reneveziñ ar savadur. 

Anavezet mat eo an davarn « ar Sympatic » e Loudieg ma c’hell an dud kafetañ ha prenañ sigaretennoù. Met n’eo ket ken anavezet ar leti a zo just e-kichen. Dindan an hevelep anv e vez lojet un hanter-kant a dud, divroidi holl hag a labour e embregerezhioù an agroboued a zo un tamm e pep lec’h tro-dro Loudieg.

21 ranndi pe kambr a ra leti ar Sympatic en holl. Hag a-drugarez d’ar C’hourrier Indépendant e lenner e vez degaset estrañjourien gant ur Franko-Marokan Oualid Ezznaydy, hag a zegas labourerien divroet evit ur strollad a implijerien breizhad. Ur seurt « ajañs etreadegourien » e berr komzoù met gant broioù afrikan hag ar Roumani nemetken !

Poblet eo bet buan al leti gant al labourien kaset gant ar Franko-Marokan. Ya met ken buan all e treñkas ar soubenn etre rener al leti ha Oualid Ezznaydy. Hervez ar Franko-Marokan eo « diyec’hed » hag « indin » ar c’hambroù hag ar ranndioù feurmet gant ar « Sympatic » ha « re uhel » ar feurmoù. C’hwiled-du a vefe e pep lec’h zoken. « N’eo ket gwir » hervez Daniel Thomas, anezhañ patron ar Sympatic. Gouez dezhañ eo deuet Oualid Ezznaydy da vezañ « ur gwir skwateur ». Eus ar Marok e labour Oualid Ezznaydy met deuet eo da Loudieg da glask gouzout hiroc’h p’en deus bet klemmoù digant al labourerien hag ar studierien a vez kaset da Vreizh gantañ. Klasket en deus Daniel Thomas skarzhañ anezhañ, eñ hag ur studier kaset gantañ, dre vorailhañ dor o lojamantoù. Met adlojet eo bet an daou varokan gant an ti-kêr ! Hogen, leuriad eus 5 embregerezh eo Oualid Ezznaydy ! Ezhomm en doa bezañ adlojet gant ti-kêr Loudieg ? Ne hañval ket bezañ ur paour repuad…

A-benn ar fin e reas an ARS ur weladenn er Sympatic n’eus ket pell zo. Emañ Daniel Thomas o c’hortoz konkluadennoù an Ajañs. Ar pezh a zo, hervez ar « C’hourrier » e c’hellfe bezañ serret al leti gant ar prefeti.

Ne vir ket Daniel Thomas da damalliñ Oualid Ezznaydy da vezañ ur « skwateur ». Hervezañ e klask ar Franko-Marokan bezañ mestr war e leti, memes. Peder gwech en defe savet klemm ar vreizhad a-enep ar Franko-Marokan, en aner betek-henn !

Petra zo gwir petra zo gaou ? Tuig ha Talig an daou ?

Da c’hortoz hon eus komprenet e vez degaset estrañjourion a-vagadoù e kreiz Breizh, diwar intrudu embregerezhioù bras an agroboued !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “« Sympatic », feurmoù re uhel, c’hwiled-du : petra c’hoarvez e Loudieg ?”

  1. TOTO dit :

    bonjour messieurs et bon courage !
    les articles en breton me privent de vos commentaires et je le déplore.
    comment faire même si je comprends leur utilité….
    cordialement,
    un fidèle lecteur

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Immigration, Loudéac, Religion, Société

Exclusif Breizh-Info : Un eil voskeen e Loudieg/Loudia / Une deuxième mosquée à Loudéac ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, ST-BRIEUC

Bro-Loudieg : ar vretoned ramplaset

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Loudéac

Loudieg : karavanennoù en takad labourerezh Triskell

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Loudéac, Société

Kreiz Breizh : Orañj Mekanik war ar maez abalamour d’an dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Loudéac

Un « iskis » a zen, estrañjour a-orin, o rodal e bro Loudieg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PONTIVY, Société, ST-BRIEUC

Loudieg : freuz fregañ etre roumaniz

Découvrir l'article

E brezhoneg, International, Sociétal, Société

Bro-Skos : skolidi lakaet da skrivañ lizhiri degemer d’an divroidi

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky