Bro Naoned : ar c’hwibler a oare penaos debochañ ar mammoù-kozh

Etre Bro ar Maez ha Bro Naoned, ur c’hwibler a oa deuet a-benn da zebochañ ur vamm-gozh gant forzh ardoù e miz genver 2021.

D’al lun 02 a viz genver eo bet kondaonet da 8 mizvezh toullbac’h.

Da gentañ tout ez eas da doullañ kaoz ganti dirak ur gourmarc’had eus Kastell-Briand. Pediñ a reas anezhi d’ar preti, profiñ a reas dezhi ur boked rozoù, hag all hag all. Aldo ar c’hlas ! A-benn ar fin e pedas ar vamm-gozh ar gwaz, fichet-kaer, da chom da gousket war ar gourvezvank. Da bemp eur mintin e savas ar vaouez met aet e oa kuit « Pierre Lopez » (diwar an anv en doa roet d’ar preti) gant he zwingo !

A-raok an afer-mañ en doa graet ar memes c’hoari gant ur vaouez gozh eus Orvez (44) dindan gulatoriezh e miz even 2020. Treuzwisked e oa e archer ar wech-mañ.

Ur jipsian eo « Pierre Lopez », o veviñ e Sant-Ervlan en ur c’hamp termajied. Un ugent bennak a venneg a zo dija war e roll lez-varn. Kondaonet eo bet ur wech ouzhpenn neuze met a-benn nebeut e vo kaset dirak lez-varn Naoned adarre : e miz even 2020 e oa bet devet ur vamm-gozh e-barzh he zi, tan-gwall ennañ. Just a-raok ma tarzhfe an tan e oa tremenet ur c’hwibler da welet anezhi… Ha « Pierre Lopez » e oa ?

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Justice, Local, NANTES, Société

Naoned : ur Reunionad kondaonet evit trafikañ dramm

Découvrir l'article

Châteaubriant, E brezhoneg, Politique

Hanter-vreizhad eo prezident nevez an ARCOM

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Sant-Juluan-Kankell (Bro Winiegi Naoned) : laeret eo bet ar buro-butun !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Ankiniz>Naoned : 160 km/e war ar c’hammedoù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, NANTES

Daou « Naonedad » « kondaonet » evit bezañ klasket kas dre zron produioù d’un den toull-bac’het

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, Réunification

Naoned : ar Gwenn-ha-du dirak an ti-kêr tennet gant ar justis

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Histoire, Local, NANTES, Patrimoine, ST-NAZAIRE

Naoned : ar Maillé-Brézé zo deuet en-dro !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un antifa kondaonet evit bezañ skoet gant poliserien

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, REDON, Religion, Société

Redon : partiet eo an Tro Breizh !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky