Arabat klask dispartiañ foranourien oc’h en em gannañ a vez lavaret !
D’an 28 a viz kerzu e oa paotred a guziozite oc’h en em pilat dirak un davarn eus Sant-Nazer. Pemp e oant. Ya, met luzietoc’h e vo an afer pa arruas ur strollad a dud rennet gant un Aljerian, 28 vloaz anezhañ. Klask dispartiañ an dud pe en em gannañ ivez ? Den ne oar. Buan-tre e kemeras ar foranourien an tu-kreñv ha distroet an Aljerian d’ar ger berr e lost. Dindan boeson e oa. A-benn ar fin e kemeras ur gontell hag e tistroas dirak an davarn mennet d’ober o stal d’ar foranourien. Aze e vo tapet gant ar boleserien.
Hag ur justisour e oa an Aljerian ? N’eo ket ar pezh a soñjas lez-varn Sant-Nazer d’an 3 a viz genver, atav. D’an 29 a viz here e oa bet dibrizonet evit un afer all ha meur a venneg a zo war e roll lez-varn dija.
Dav e oa dezhañ chom sioul met ne zeuas ket a-benn.
A-benn ar fin e voe kondaonet d’ur vloavezh toull-bac’h. Met, ne vo ket skarzhet eus Breizh pe Bro-C’hall evit kelo-se. Ur « chañs » eo evidomp surawalc’h…
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine