Piv a vag kement a gasoni ouzh paotred-an-tan betek mont da vazaouiñ o c’hirri-tan war parkva ar SDIS 35. Setu ar pezh a c’hoarvezhas d’ar sul 1 a viz genver e-pad an noz e Roazhon, atav. Pemp karr-tan a zo bet domajet gant tud dianavez. E-touez ar sotonioù bet graet gant ar c’hleukesed-mañ : Dic’hwezet o deus pneuioù ar c’hirri-tan. Ha ma vefe bet un tan-gwall d’al lun 02 ? Setu tud fin aze !
Kondaonet eo bet an taol-mañ gant Jean-Luc Chenut, anezhañ prezidant ar SDIS 35 ha prezidant ar C’huzul departamant 35.
Crédit photo : pajenn Facebook SDIS 35
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine