Kemper : daou Albanad hag ur c’hilo kanab

Abaoe 2016 emaint e Bro-Frañs. Pa oant erruet o doa ar statud a vinored o-unan evel just. Abaoe o deus toullet o hent, met un hent fall ez eo, hini an trafikañ kanab.

D’ar 23 a viz kerzu emañ serret daou albanad gant poliserien Kemper. Ur Peugeot 407 o deus met n’eo ket asuret ar c’harr-tan ha forzh penaos n’en deus ket an aotre-bleniañ an hini ouzh ar stur. E-barzh koufr an oto e vo kavet ur c’hilo kanab gant ar boliserien.

Dirak lez-varn Kemper, d’ar 27 a viz kerzu, e vo lavar-dislavar an daou lampon. Trafikerien int pe butunerien nemetken ? Amañ emañ an dalc’h.

A-benn fin ar gont e vo kondaonet an daou Albanad d’ur vloavezh toull-bac’h evit ar blenier ha da eizh mizvezh evit e gomper. Ne vint ket skarzhet eus Bro-C’hall avat daoust ma oa bet reklemet ar c’hontrol gant an eil-prokulor Jean-Luc Lennon.

Setu « chañsoù evit Breizh » moarvat… « Des pépites » eme Macron !

Crédit photo :DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Kemper : daou Albanad hag ur c’hilo kanab”

  1. Bleiz krignet dit :

    Ma n’eo ket ur vezh non pas skarzañ loustonioù ‘vel-se ‘maez diouzhtu memestra…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Bro-Raez : un « Uberdramm » dispennet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Dale oa gantañ da vont d’ar voskeen, teurel a ra ur sac’hadig heroïn dirak ar boliserien

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky