Aet eo Yann Mikael d’an anaon

Dilun dremenet eo aet Yann Mikael (Jean-Marie Michel e anv gwir) d’an anaon d’an oad a 85 bloaz. Sot-pitilh e oa eñ gant gallaoueg e vro, Bro vMitaw, etre Liger-Atlantel ha Morbihan, ken e skrivas hag embannas « Pihern », ur gelaouenn e « mitaweg », e-pad degadoù ha degadoù gant ar c’hontour Ujeen Cogrel. Ur skrivagner brezhonek kristen e oa ivez. Skrivet gantañ e-barzh « Kannadig Imbourc’h » hag « Ar Gouloù Gwenn » a-c’houdevezh.

Lenner feal da vBreizh-Info e oa Yann Mikael ivez, ur wech dre vare e veze skrivet gantañ kemenadennoù leun a skiant vat dindan ar pennadoù e brezhoneg. Dreist-holl e oa un arbennigour eus istor e vroig eus Breizh-Uhel : Bro vMitaw.

Lidet e vo e obidoù disadorn e Gwenvenez-Penfaou da 10e 30. Doue d’e bardono !

Levr kentañ skrivet gant Yann Mikael

Crédit photo : pajenn wikipedia Yann Mikael

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Aet eo Yann Mikael d’an anaon”

  1. Gwilhmod dit :

    Diwar ober ur sell a-dreñv war e labour war-dro ar gallaoueg e respontas da Yann Bouessel Dubourg a damalle o « albac’henn » da baotred ar gallaoueg gant ur pennad anvet « Albac’henn (manie) marteze, trubarderezh morse ! » e lec’h e tiskouez bezañ broadelour oc’h anavezout ar brezhoneg evel yezh nemeti hor broad hag ez anzav « n’on ket kendrec’het ez eo mat ober kement a reuz war e dro [ar gallaoueg], ken en em c’houlennan ha n’eo ket koll amzer plediñ gantañ. » (Imbourc’h 317-318 p. 73)

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky