Nebeutoc’h-nebeutañ a vugale enskrivet er skolioù e Breizh 4 departamant, setu ar pezh a zo bet rakjedet gant an Deskadurezh-Stad evit 2023. War-se e vo dilamet 60 post kelenner, mui 30 er skolajoù ha liseoù !
N’eo ket mod-se e vo dalc’het ar skolidi e skolioù ar bourkoù bihan. N’eo ket mod-se ez aio war-zigresk an niver a vugale e klasoù zo. Ne vern, arboellet e vo arc’hant gant an Deskadurezh Stad ha setu pal an adreizh-mañ, ken sur ha tra.
Ha, war un dro, e vo 3 fost a gelenner e brezhoneg er Genstrivadeg 2023 nemetken. « Pevar pe bemp a oa bep bloaz abaoe 10 vloaz » eme Kelennomp met ar bloaz a zeu ne vo ket ‘met 2 bost CAPES hag 1 post CAFEP -prevez. Dislavar eo ar Stad e-keñver ar pezh e oa bet sinet gantañ er c’hevrad Stad-Rannvro 2022-2027 (mellad 30) neuze :
«L’État affirme sa volonté d’aboutir à la parité horaire effective de l’ensemble du second degré en renforçant le recrutement et la formation à la langue bretonne d’un nombre adéquat d’enseignants de disciplines non linguistiques. L’objectif de l’enseignement bilingue est la parité de compétences en langues française et bretonne.»
Skrivet en deus Kelennomp da gannaded Breizh evit ma vefe klasket penn ganto gant Pap NDiaye, anezhañ ministr an Deskadurezh Stad.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine