Kurioziteoù An Oriant : ar pesked aour difennet

En holl gurioziteoù, en holl foarioù zo traoù da c’hounid, peluchoù peurliesañ peotramant pesked aour. E An Oriant, ema bet staliet ar foar, èl bep blez, etre plasenn Jules Ferry hag an ti-kêr. Eürus an dud da vonet di hag ar grennarded da c’hoari tos-tos er gweturioùigoù.

E mar a guriozite zo pesked aour da c’hounid. N’int ket maleürus aze, pas maleürusoc’h evit ar re a zo da werzhiñ er stalioù loened berped. Ne vir ket doc’h ur gevredigezh parizian, ar PAZ (Paris Animaux Zoopolis) da vout skrivet d’ar maer Fabrice Loher d’an 21 a viz kerzu pezegwir e vehe « er-maez ag ar lezenn » da ginnig pesked aour evel lodoù da c’hounid !

Martial Gouin, mouezh-aotret ar foranourion, en deus savet e vouezh é klevet se : « kalavern petra eo. Ha n’o deus ket sort tud traoù arall d’ober ? » hag ar marc’hadour da lavarout n’eo ket gwalldretet ar pesked aour e foar An Oriant, er c’hontrel mem. Tennañ ar pesked aour ag ar lodoù ? ‘mañ ket ‘barzh ! Hervezañ. Hag eñ a zalc’ho penn d’ar voboed parizian en deus touet ! Chom a ray pesked aour e kurioziteoù An Oriant mod pe vod !

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, LORIENT

An Oriant : An ekologourion a-enep ar pesked arab !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Sinet eo bet ar garta « Ya d’ar brezhoneg » get kuzul diorren Bro an Oriant

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Ur vagouri e brezhoneg àr ar stern e An Oriant

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, LORIENT, Société

Ar Bank Bro-C’hall (dam-)laêret e An Oriant : tud arestet e Paris hag e Bro-Spagn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, LORIENT

An UDB a souten an estrañjourion edan OQTF (arre !)

Découvrir l'article

Concarneau, E brezhoneg, Local, LORIENT, Sport

Mell-droad : ‘b’ar Voustoer e c’hoario Konk-Kerne an hanter ag e vatchoù ‘b’ar gêr

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

Kemenadennoù dre gomz e brezhoneg e busoù An Oriant a-barzh nemeur ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant : un unvez bolis nevez e busoù ar CTRL

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT, Réunification

An Oriant, an 90vet kumun Breizh 5/5 !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky