Kemenadennoù dre gomz e brezhoneg e busoù An Oriant a-barzh nemeur ?

Ha kemenadennoù dre gomz e brezhoneg a vo a-barzh nemeur e busoù An Oriant Agglo ? Setu ar pezh a gomprener bepred é lenn ar gemenadenn kaset ar mintin-mañ (22/12) get hor lennour fealañ Gaël Briand, paotr an UDB.

E lenn an twit e weler splann eo bet kaset da benn soñj ar c’hemenadennoù dre gomz get Laure Le Maréchal. Plac’h ar brezhoneg eo, e-pad pell e voe tost da Gristien Derrien, maer kozh Langoned (monet a reas àr ar renk getoñ) ha bremañ emañ kuzulierez kêr An Henbont ha kuzulierez An Oriant Agglo e anv an UDB. Maria Colas, eil-maerez An Oriant e karg ag an transportoù boutin anezhi he deus difennet he c’hrog ivez. A skipailh Fabrice Loher, maer UDI An Oriant, eo-hi.

Peadra zo da vout mantret gant kaozioù Sandrine Uguen avat. Renourez « ag ar fiñvusted » eo hounnezh ha, dre voneur, n’eo ket dilennet.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky