Matreze vo fuket ar re all a skriv pennadoù e brezhoneg amañ met muioc’h-mui em eus ar santimant e teu ar brezhoneg da vezañ ur langach « hors-sol ». Seul gwech ma vez skrivet pennadoù en hor yezh war Breizh Info ez eus anv deus « Ankiniz » pe « Kerwall » setu aze padezioù ha n’int ket e Breizh-Izel. E Breizh emaint-i evel just, tamm problem ebet gant-se. Met se zo padezioù deus Breizh ma ne vez ket komzet brezhoneg gant tud ar vro aze.

Ar santimant ‘m eus eo bet trañsportet ar brezhoneg hag ar re a stourm evit ar brezhoneg e Bro-C’hallo. Kar e Breizh-Izel n’eus ket mui stourmerion evit ar brezhoneg, emaint holl e Breizh-Uhel hirio. Digoret vez klasoù divyezhek e Bro-C’hallo bremañ, betek e Vitré ma vez anv da sevel ur skol Diwan. Met feiz d’am distag ! N’o deus ket o langach dezhe eno ? Ar gallo a zo e Vitré n’eo ket ? Ha peseurt brezhoneg vo komzet gant krouadurion Vitré ? Brezhoneg ar C’hap ? Brezhouneg Leon ? Hervez ar mestr-skol kredapl. Popopopoc’h. Kement ha kantonioù a zo e Breizh-Izel ma n’eus tamm skol vrezhonek ebet, da betra servij digeriñ skolioù e Kerneblec’h ? Er padezioù ma n’eus ket bet preget brezhoneg biskoazh ? Ha petra vo soñjet gant tud ar vro ? Aze ema Kemperiz o tont da « vrezhonegizat » hon bro ? Ma vijen ur gallo e kasjen tout an dud-se da gaolmoc’ha !

E Bro-Vigouden, er C’hap, kostez Kemper e klaskomp-ni kevredigezhioù lakaat an dud da adstagañ gant langach o familh, e klaskomp-ni mont d’ar skolioù da lakaat ar vigale da dañva ar joa da glevet brezhoneg mamm-gozh, e klaskomp-ni mirout hon anvioù-lec’h kozh. Ha petra vez graet e Bro-C’hallo gant tud ar brezhoneg ? Ar c’hontrol an hini eo ! Lakaat ar vigale da ziskiñ ur yezh ha ne vez ket komzet en o familh, cheñch an anvioù-lec’h. Ne gomprenan ket mui seurt. Petra zinifi tout-se ? Da betra servij ? Labour zo awalc’h e Breizh-Izel koulskoude ! Kousket kalet eo Breizh-Izel. He bigale az a kuit hag estrañjourion a zeu d’en em stalañ en o flas. Ne vez ket mui klevet brezhoneg er familhoù met klasket vez lakaat galloed d’he diskiñ.

Kousk Breizh-Izel, da langach a vo savetaet gant tud « Ankiniz » hervez

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “Kousk Breizh Izel….”

  1. Iffig dit :

    E Gwitreg ez eus brezhonegerien evel dre holl e kêrioù Breizh Uhel ha Breizh Izel, betek e Pariz zoken. Ar c’hemm etre Breizh Izel ha Breizh Uhel a zo dister en deiz hiziv. N’eus ken a « c’hallaouegerien » (enklask Eurominority 2010 a veneg 23600 komzer, holl kozhidi tadoù kozh pe guñv ma n’eo ket you !) a zo aet da anaon 12 vloaz war-lerc’h. Ne chom nemet gallegerien, awechouigoù o tailhañ bommoù a yezh oïl en o zrefoedach lec’hel.
    Ar brezhoneg lennek eo a vez kelennet e skolioù Breizh a-bezh ha n’eo ket brezhonegoù du-mañ -du-hont a zo holl tonket da vervel ma n’eo ket c’hoarvezet c’hoazh.
    N’heller ket lakaat war ar memes pazenn hag e doare ebet pezh a chomfe sañset eus ar ‘gallaouegoù’ gant ar brezhoneg modern bet goveleiet gant ar Barzhaz Breizh, Vallée, Roparz Hemon, Al Liamm, An Here, ha kement ‘zo.

  2. fifi dit :

    a la grâce de LUI a savoir si je connaitrai la BRETAGNE

  3. Me zo a enep penn da benn evit ho pennad skrid !
    muioc’h a brezhoneg e breizh uhel ne dalv ket nebeutoc’h a brezhoneg evit breiz izel .
    n’ho peus ket komprenet c’hoaz an draou o deus chenchet , kalz kalz a bretoned eus breiz izel o deus dilojet evit Naoned beteg 1950 ha Roazhon abaoe dreistholl.
    Ha bezhoneg zo bevoc’h breman e roazhon eget penn ar bed …

    ho stourm a zo ur stourm an amzer dremenet, c’hwi zo un den en deus ket gwelet hag ar bed en deus chenchet penn da benn e breizh .

    pour les francophones : je ne suis pas du tout d’accord avec vous , les gens bougent , et désormais l’avenir du breton est plus à Rennes que dans le Finistère . c’est malheureux mais c’est comme ça .vos positions sont d’arriere garde .

  4. Hervé dit :

    Il est amusant de voir que sur ce drapeau breton, ces pays (Dol, Rennes, Nantes, St Malo, St Brieuc) soient écrits en français et non pas en breton. :)
    Pour l’info en plus…ça fait bientôt un siècle que Marchal Morvan à inventé ce drapeau ducale. Triste personne d’ailleurs, qui comme on le sait avait sa carte au RNP (Rassemblement National Populaire) parti politique française fasciste et collaborationniste du début des années 40 :(

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, LORIENT, Société

Plañvour/Gwidel : petra c’hoarvez get ar Jipsianed ?

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

TER BreizhGo : ar c’hemenadennoù e brezhoneg hag e gallaoueg hiviziken !

Découvrir l'article

Agriculture, E brezhoneg, FOUGERES, Local

Il-ha-Gwilun : an FDSEA a nac’ho ar c’hontrolloù hiviziken

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local, Patrimoine

Landreger (Bro Dreger) : ur skol Diwan a-benn an distro-skol !

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Sociétal, Société

Ar bleiz en e slip : ul levr nevez evit ar vugale e brezhoneg met…

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, LANNION, Local

Perroz (Bro Dreger) : a-benn ar fin e vo savet ur greizenn Pierre & Vacances er C’henkiz !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Ar Releg-Kerhuon (29) : Dindan OQTF, dindan boeson met o tagañ an dud gant kontilli !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, RENNES

Petra ? Petra ? An dilennidi eus ar C’huzul departamant 35 o deus manifestet ? [L’Agora]

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine

Un delwennig en enor da Vartial Ménard o vezañ kizellet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES

Ar Menez (44) : 61 Rrom e-kichen an dachenn vell-droad, petra ober gante ?

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky