Ankiniz, Josilin, Lannuon, Sant-Maloù, Douarnenez : an ospitalioù war-nes tarzhañ ?

E Ankiniz (44) ur petision a zo bet lañset evit savetein an Urjañsoù. Hiviziken e vez serret Urjañsoù ospital Erdr a Liger etre 8eGM ha 6e mintin. Evit poent eo bet sinet ar petision gant 3000 den.

E Lannuon, digwener dremenet, en deus an ospital galvet an dud o deus bubuioù da chom er ger. War a seblant n’eo ket mui an ospital evit degemer tud nevez abalamour d’an epidemiezhoù a zo er mare-mañ. E kreiz ar gorventenn emañ urjañsoù Lannuon rak peurgaget int noz-deiz.

E Sant-Maloù o deus diskroget koskor medisinel zo 46 deiz zo ag emaint c’hoazh o terc’hel ar piked grev. Soutenet gant SUD hag ar CGT, reklem a ra al labourerien e vefe titlet tud nevez rak n’hallont ket mui ober o labour en un doare dereat. E Sant-Maloù, pratikoù zo a c’hortoz devezhioù ha devezhioù war gravazoù abalamour d’an diouer a weleioù hag a implijidi.

E Josilin (56), emañ an ospital evit dilojiñ en ur savadur nevez met n’eo ket mat aozadur al labour nevez d’an implijidi. Hervez ar CFDT e vez klasket espern arc’hant gant ar melestradur ha kement-mañ diwar-goust ar pratikoù hag an implijidi.

Hag e Douarnenez eo bet barnet ur guyanad ar sizhun-mañ peogwir en doa lakaet freuz ha reuz en urjañsoù d’ar 14 a viz kerzu. Mev-dall e oa ag en doa gourdrouzet an implijidi a glaske ober war e dro.

Betek peur e c’hello derc’hel an traoù e-giz se ?
Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Ankiniz, Josilin, Lannuon, Sant-Maloù, Douarnenez : an ospitalioù war-nes tarzhañ ?”

  1. Gwilhmod dit :

    … e Landerne ne vo ket a drummajoù e-pad an noz etre Nedeleg hag ar bloaz nevez ! Anv zo eus diouer a vezeion hag un anestezour a ya war e lave a-benn an nevez-hañv ha n’eus den evit kemer e bost.
    … e Brest emeur o tilojañ servijoù a-bezh eus an Ospital Morvan d’ar Gazeg Wenn, e kornog Brest : diaes-tre eo dija tizhout an trummajoù a-hont pa vezer o chom en tu all d’ar veur-gêr pe war ar maez er Mervent…

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, PLOËRMEL, Religion, Société

Feiz e Breizh : 350 breizhad yaouank zo vont da gerzhal evit Doue etre Serent ha Josilin

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : ar muzulman a gase fotoioù eus e fulup d’ur minor

Découvrir l'article

E brezhoneg, LANNION, Local, Sociétal, Société

Lannuon : manifestet o deus evit Jeorjianed hag un Tunizian dindan OQTF

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, DOUARNENEZ, Histoire

Le collectif musical BRETONS rend hommage aux Penn Sardinn – Retour sur la grève des sardinières de Douarnenez

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Malo : Daou zen yaouank kontellet gant Jeorjianed, unan anezho war dec’h

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Ankiniz>Naoned : 160 km/e war ar c’hammedoù !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Santé, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : klañvdiourien taget e ti ar re sot

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : o vont kuit gant ar c’hef e oa, ur « Marseilhad » serret !

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Ankiniz (44) : kameraioù mod « Go pro » evit ar boliserien gêr

Découvrir l'article

Ancenis, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Ankiniz : 150 karavanenn war parkva ar Charbonnières

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky