Rodoù-avel etre Felger ha Komborn, panelloù-heol e Pleurdut : ar vretoned a sav a-enep !

Un dek bennak a barkoù rodoù-avel a zo war ar stern pe o vezañ savet etre Felger ha Komborn. Eus Tremaeg m’emañ ar givri-houarn o treiñ dija betek Henwig-ar-C’houenon m’eo bet digoret un enklaskadenn foran, e klask an embregerezhioù ispisializet plantañ o mekanikoù er muiañ a lec’hioù posubl.

Met war an dachenn ne ket a-du an holl dud evit ma vefe distrujet ar gweledva e anv an « trezkemm ekologel ». E Sant-Revig-ar-Plaen da skouer ez eus dilennidi ha keodederien o kas ar stourm a-enep ar rodoù-avel, memes tra e San. E Sant-Revig, trizek dilenniad o deus skrivet d’ar prefed, d’ar gumuniezh kumunioù, d’an departamant evit seniñ ar c’hloc’h. E Bazeleg-ar-Veineg, ur c’houplad a zo deuet da vezañ un ifernite e vuhez abaoe m’eo bet staliet pevar rod-avel e-kichen e di. « Evel m’o befe un viñsaskel o treiñ dizehan a-us deomp » emezo. Anat deoc’h emañ an daou-se e penn ar stourm a-enep ar rodoù-avel.

E Pleudrut (Bro Gwened) n’eo ket abalamour d’ar rodoù-avel emañ nec’het an dud, abalamour d’ar panelloù-heol ne lavaran ket. 56 680 anezho (!) a zo sañset bezañ staliet war 31h. Gant ar stroll Valeco hag un embregerezh alaman EnBW ez eus bet prenet parkoù ha c’hoant o deus sevel ur gwir ti-feurm a banelloù. Gantañ e vo, sañset, produet tredan awalc’h evit 15 523 anneziad. Setu ar pezh a zo bet embannet gant an embregerezhioù bepred.

Ya met savet e vo tout-se en ur flondrenn leun a goadoù. Distrujet e vo ar gweledva. Hag artifisializaet e vo an douar, pezh a nac’h tud ar vro.

Ur raktres eo evit poent ha n’eo ket staliet ar panelloù c’hoazh. Da c’hortoz, ez eus bet savet ur c’henstroll evit stourm a-enep panelloù-heol Pleurdut.

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky