War ar maezoù ez eus muioc’h-mui a felliezh. Bemdez e vez klevet anv eus argadoù, sakadoù a bep sort. Hag an trafikañ dramm a vez gwelet e pep lec’h, betek e kêriadennoù bihan bremañ.
E pep lec’h e c’houlenn ar geodederien muioc’h a surentez met pas e Oudon, e Bro Ankiniz ! E Oudon, gaochisted « Alter Oudon« , ur strollad lec’hiel, a ra trouz abaoe bloavezhioù evit ma vefe nullet ar raktres a archerdi nevez. Gouez dezho e vehe « re vras an archerdi », « fall evit an endro » (perak ?) ha « re goustus ». Ha forzh penaos n’emañ ket pell hini Ankiniz. Aozet ez eus bet ur votadeg er gumun ha 80,70% eus an dud o deus votet « Nann » d’an archerdi nevez. 3872 anneziad a zo e Oudon ha 228 anezho o deus kemeret perzh er « votadeg »-mañ. Na peseurt !
E penn ar stourm a-enep an archerdi nevez, Xavier Coutanceau, eus ar PCF. Amzer a oa bet ma oa ar PCF mouezh an dud vunut koulskoude…
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine