Un diouer mantrus a vedisined a zo e Kreiz Breizh, ken n’hall ket mui an dud vunut en em sognal. Deizioù zo, dav eo gortoz ur sizhunvezh a-raok gellet kaout un emgav. Hag ar re nevez degouezhet e kumunioù zo n’hall ket lakaat o anv war roll pratikoù medisined ar vro. E Lozaog (22) ne vez ket mui degemeret ar pratikoù er greizenn yec’hed d’an dibennioù-sizhun evel ma oa a-raok. Bremañ, dav eo dezho bezañ kaset gant ar 15. Hag evit bezañ kaset gant ar 15 dav eo bezañ klañv-ki. Alese, ar re glañv diwar ar grip lakomp a rank mont da labourat rak n’hallont ket kaout un ehan labour. E Kreiz Breizh, an dud az a da labourat ha pa vezont klañv !
Hag e-keit se emañ ar vedisined o reklem bezañ paeet muioc’h ?!! Perak n’int ket rediet d’en em staliañ en dezerzhioù yec’hed gant ar stad ? Hag int paeet o studioù gant ar bobl ! Gant ar vezh !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Kreiz Breizh : Gwirioù al labourerien disteraet abalamour d’an diouer a vedisined”
N’on ket a du ! Pa’z int studierien e labouront evid kazi netra e-barzh an ospitalioù. Faos eo lavarout eo paeet o studioù gant ar Stad. Neuze n’eus abeg ebed evid rediañ anezho d’en em staliañ e lec’h-mañ lec’h.