Laererezh er c’hirri-tan e Bro-Raez (44) : un Aljerian dirak al lez-varn

D’an 02 a viz kerzu e oa sañset kregiñ an dalc’h, a-benn ar fin eo bet diwezhataet d’ar 16 a viz even 2023 : 181 bleiner gwetur eus Bro-Raez a c’hortoz gouzout piv a forsas o oto e 2020. Pornizh, Bouez, Santez-Pezhenn, Sant-Pêr-Raez, Kervernez-Raez, … n’eo ket ur gumun a voe gweladennaet gant al laeron met meur a hini. Ha frouezhus e voe ar « razzia » : lunedoù, pellgomzerioù-hezoug, kartennoù-bank, boutailhoù gwin, GPS, valizennoù, dilhad, sigaretennoù.

Met piv a reas tout se ?

D’an 02 a viz kerzu e oa galvet un Aljerian dirak lez-varn Sant-Nazer. Diskred eo laeroñsi warnañ. Hervez ar polis en defe skrapet kement-mañ asambles gant ur c’henseurt. E miz even e vo gouvezet muioc’h diwar-benn an afer rak unan eus an daou a c’houlennas e vefe diwezhataet ar prosez, pezh a voe asantet gant ar barner.

Da c’hortoz, emaint dieub o daou !

Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky