An Oriant : un unvez bolis nevez e busoù ar CTRL

E busoù tolpad-kêrioù ag An Oriant zo muioc’h-muiañ a dagadennoù. A-enep ar pratikoù mes ivez a-enep ar vleinourion. E miz gwenholon da skouer e oe bet taget ur bleinour gant un hailhon. Evel rezon estroc’h evit e An Oriant e c’hoarvez seurt tra, e Breizh hag e Bro-C’hall a-bezh emañ ar feulster en transportoù boutin é kreskiñ dibaoe bleziadoù.

D’ar 24 a viz du 2022 e oe bet embannet get Gérald Darmanin, ministr an Diabarzh, e vehe bet savet unvezioù polis evit suraat an transportoù boutin. 77 a oa bet raktreset en holl. A-benn ar fin e vo staliet unan e An Oriant, er CTRL, ar rouedad busoù ha bagoù. E Breizh e vo savet seurt unvezioù e Naoned, Roazhon ha Brest ivez.

E An Oriant e vo lakaet etre 10 hag 20 poliser àr an dachenn etre an ti-gar hag an arsavioù bus. Hervez Darmanin e vint o kantreal en transportoù en eurioù ma zo ar muiañ a gañfarded é klask afer doc’h an dud onest.

Iskisaat tra, n’eo ket bet lavaret netra get tud ag an tu-kleiz e An Oriant. Marse peogwir e veze reklemet seurt polis gant sindikadoù an transportoù boutin.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Les commentaires sont fermés.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Sciences, VANNES

Ur brezegenn interesus ‘ba Gwened

Découvrir l'article

AURAY, E brezhoneg, Education, Local, Société

Landevan (Bro Gwened) : digoret e vo un hentad divyezhek b’ar skol bublik

Découvrir l'article

E brezhoneg, Social, Société, Vie Pratique

Achu gant « Labour ‘zo » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky