40 vloaz hag atav ur c’hrennard en e benn ! D’ar 25 a viz du e oa un « anarkour » dirak lez-varn Gwengamp evit bezañ kunujennet archerien deuet da sikour gantañ. Etre Tonkedeg ha Lannuon a oa arruet an traoù d’ar 27 a viz even. Tan e oa ‘ba ti ar paotr. Degouezhet a reas ar bomperien met « anarkour » e oa perc’henn an ti, anarkour ha mev-dall, ha kregiñ a reas da chikanañ paotred an tan. Ken e voe galvet an archerien ganto, hegaset ma oant. Kerkent hag erruet e wellas diouzhtu ar soudarded e oa ur gwir vouled anezhañ. Pa c’houlennas gantañ e anv e respontas « Mon nom c’est ta mère la pute ». Hag ar c’hañfard o kunujenniñ anezho dizehan da heul rak un « anarkour » e oa hag e oa « a-enep ar jañdarmed » ha pemp ha pevar ha pemp ha pevar.
Heuliet eo ar paotr evit kudennoù psikiatrek, dindan louzoù emañ. Met den ne oa war peseurt louzoù en doa staotet an deiz-se…
A-benn ar fin eo bet kondaonet da 8 mizvezh toull-bac’h gant goursez ha 800€ a gastiz. Hervezañ en doa keuz o soñjal e-barzh ar pezh en doa lavaret.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine