N’eus ket mui Deskiñ d’an Oadourien (DAO), ar c’hengevredigezh a vode an holl gevredigezhioù a gelenn brezhoneg d’an dud deuet. D’ar 25 a viz du eo bet divodet ar gevredigezh rennet gant Fulup Kere.
Petra zo c’hoarvezet eta ? Goulennet e oa bet gant DAO ur sammad arc’hant ouzhpenn evit sevel un eil-post ha n’eo ket bet asañtet ganti gant ar Rannvro.
Padal e veze kaset da benn ul labour dereat gant DAO. Ouzhpenn d’al labour kenurzhiañ ar c’hevredigezhioù e oa bet graet ur valizenn bedagogel evit ar stummerien ha produet un aridennad a glipoù war Youtube evit distagañ gwelloc’h hor yezh.
5000 den deuet a vez o teskiñ brezhoneg en un daou-ugent bennak a gevredigezh.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine