Bodet e oa Breujoù Korsika d’ar yaou 25 a viz du. Anv zo bet eus diorren ar c’horseg an dro-maň. Un danvez-steuňv a zo bet kinniget d’ar guzulierien hag a vo bouetaet tamm-ha-tamm e-pad 3 pe 4 miz ganto. Goude-se e vo kinniget en-dro ha votet e vo warnaň. Fellout a ra da Gilles Simeoni e vefe ar yezh e kreiz an holl bolitikerezhioù publik. « Ur bolitikerezh yezhel a zo da gas war-raok ha n’eo ket ur bolitikerezh evit ar yezh ez eo » eme prezidant Korsika.
Lakaat kenofisiel ar yezh eo pal ar steuňv. Anv zo beet eus tri foent gantaň : kreňvaat plas ar yezh er skolioù, ober pep tra evit ma vefe korseg ur yezh sokial en-dro, reiň un talvoudegezh ekonomikel d’ar c’horseg.
Ha prezidantez ar Breujoù, Marie-Antoinette Maupertuis, da arguzenniň war un poent all : seul kreňvoc’h identelezh ha sevenadur ur vro, seul aesoc’h d’enframmaň an estraňjourion er gevredigezh ».
Hag e Korsika, dreist-holl er mare-maň, emaň dalc’h an envroidi e kreiz an divizoù.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine