Ur c’harter « tomm » eus Gwengamp eo Kastell-Pik. Savet war an uhel, e sell ouzh ar gêr evel ur gward. Siwazh, n’eus ket mui kalz bretoned o chom e Kastell-Pik, tud eus su al Liger ne lavaran ket. Su-pellañ-pellañ al Liger evel just. Gouzout a ra an holl e vez gwerzhet dramm e Kastell-Pik, gant strolladoù etnek dreist-holl. Ha gouzout a ra se an archerien ivez. D’ar 15 a viz du e oant er c’harter gant ar c’hoant terriñ an trafikañ dramm hag a zegas freuz ha reuz er c’harter rak e mont-treoù ar savadurioù e vez gwerzhet drogach a bep seurt noz-deiz.
17 den a zo bet serret gant ar soudarded. Pemp anezho dalc’het dindan evezh ha daou kaset dirak ar barner a-benn ar fin. Anzavet o deus ha kondaonet kerkent. Evito da vezañ trafikerien anavezet mat, n’o deus ket bet nemet ur c’hastizig : lakaet eo bet dezho un dro-vrec’h elektronek, un tamm arc’hant da baeiañ ha netra all ! E giz-se e c’hellint kenderc’hel da vezañ mestr war o aferioù.
Ha peoc’h a vo en-dro e Kastell-Pik ? N’eo ket sur rak ur mafia all a lako he c’hrabannoù war ar c’harter a-raok pell. Diwar-goust piv ? Diwar-goust an dud vunut evel just, Breizhiz a ouenn vat dreist-holl.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine