Unan eus bravañ kalvarioù ar vro e oa a-hervez. Ha koulskoude eo bet divontet nevez zo ! E kêriadenn an Ormes, e Saverieg, e oa bet savet daou groaz en XIXvet kantved. War bord en hent e oant hag an dud a zeue dirazo da sellet outo pe da zibunañ ur pater evit silvidigezh o ene.
Padal ne chom ken unan anezho hiziv. Gwerzhet eo bet an dachenn ma oa bet savet warni ha divontet kerkent gant ar perc’henned nevez. Pevar bloaz zo e oa bet renevezet gant ur gevredigezh eus ar vro !
Eüruzamant n’eo ket bet distrujet da vat, lakaet eo bet an tammoù en ur c’horn ha spi o deus tud ar gevredigezh e c’hellint sevel anezhi en-dro en ul lec’h all eus ar gumun.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine