Un embregerezh eus Gwerc’h Breizh en Il-ha-Gwilun eo Doudou et Compagnie. Ganti e vez graet doudouioù, neñneñioù evit ar vugale vihan. Lakaet he doa hec’h anv evit gellet ober ul lodenn eus ar velchonenn « Phryge », anezhi malchonenn ofisiel ar C’hoarioù Olimpek Paris 2024 hag aet eo ar marc’had ganti !
Evel just n’eo ket an holl velchonennoù a vo graet gant Doudou et Compagnie rak e Bro-Sina e vo produet an darn vrasañ anezho. Ober a raio an embregerezh breizhad 15% eus ar feurennoù memestra.
Hag a-benn ar fin eo ar bourellin, ar gwriat hag an asambliñ nemetken a vo graet e Gwrec’h Breizh ha n’eo ket ar produiñ. Eus Sina e vo emporzhiet tout an danvez !
On vous présente la Phryge Olympique et la Phryge Paralympique !
Les mascottes de #Paris2024 ✨
Sportives, fêtardes… et françaises 🇫🇷Here are the Olympic Phryge and the Paralympic Phryge!
The #Paris2024 mascots ✨
They are sporty, love to party… and are so French 🇫🇷 pic.twitter.com/plupKzQqNs— Paris 2024 (@Paris2024) November 14, 2022
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Gant un embregerezh breizhad e vo graet ar « Phryge » evit Paris 2024”
Mehr arnehé! En dra-sé e zo er simbol ag en dispach ag en-des kommanset lahein sévenadur Breizh hag er vroieù Bro-Frañs.