Abaoe sizhunvezhioù emaint o chom war rodenn roller ar greizenn Paron eus Felger, : « ar meuriad jipsianed a chomo war ar roudenn ! », setu ar pezh a zo bet divizet gant lez-varn melestradurel Roazhon !
Fellout a rae d’ar prefed skarzhañ anezho koulskoude met gouzout a oar an dud-se en em zifenn…ha pa vefe dirak al lezioù-barn ! Hag ar jispianed eo a ziviz pegoulz ez int kuit ! Embannet eo bet ganto e asañtint troñsañ o stal e miz meurzh 2023 ha pas a-raok ! Hag e ranko an dud eus Felger plegañ d’o c’hoant !
Da c’hortoz n’eo ket mui ar re yaouank evit ober roller war ar roudenn. Memestra evit ar c’hlub archerien. Bugale ar skolioù tost, ar c’hoarierien mell-droad, an neuñvierien, hag all… a zo lakaet diaes gant se ivez.
Met gwelloc’h zo : A-benn fin ar gont e ranko ar prefedi reiñ 1000€ d’an dermajied ! Setu ar pezh a zo bet divizet gant al lez-varn. Hag int n’o deus ket paeet o breutaer memes peogwir o deus droad da gaout ar skoazell barnerezhel !
13 kavaravanenn ha kement-all a girri-tan a zo war ar roudenn roller abaoe sizhunvezhioù. A-raok en em staliañ eno o deus forset ar gloued. Met ne vern, n’eo ket int a blego d’al lezenn, ar c’hontrol ne lavaran ket !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Felger : ar jipsianed a chomo war ar roudenn roller”
Tud al lezvarn brein !
Brein ew tud al lezvarn !