Hag ur familh Lopez mod Breizh a zo e Bro Kastell-Briant ?
D’ar 05 a viz even 2020, tennoù a zo klevet straed al Libération e Kastell-Briant ! Petra a c’hoarvez eta ? Evel boaz, daou familh a jipsianed a zo oc’h en em gannañ hag oc’h en em tennañ an eil war eben. Un afer evel hini al Lopezed o deus lakaet internet da c’hoarzhin, bloavezhioù zo.
Abaoe pell e Bro ar Maez, ez eus bec’h etre daou vreur hag un den all. Jipsianed an holl anezho. Hag ingal ez eus fuzuilhadegoù etre an div familh. D’ar 05 a viz even ez eas an traoù re bell avat, ken e voe kaset an torfedourien dirak lez-varn Naoned. D’an 3 a viz du e oa ar prosez. Ar re zamallet a zo arruet dirak an aotroù barner ambrouget gant poliserien ouzh o heul. Gourdrouzet int bet da vezañ « toullgofet » gant tud a oa er sal. Biskoazh !
Hag en daou du e oa gwir oaned a oa barnet : pemzek menneg a zo war roll an daou vreur ha c’hwezhek war hini o reuziad !
A-benn ar fin eo bet kondaonet an daou vreur d’ur vloavezh toull-bac’h mui traouigoù ouzhpenn hag o c’homper da zaou vizvezh rak laeret e oa bet gantañ ur pouez-pesk en ur gabanenn besketaer a-raok ar fuzuilhadeg.
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine