Ha reizh eo, e-keñver an hin, da staliañ gouloù-lutig er bourk da vare nedeleg ? Goulennet zo bet gant tud an Treoù-Kerne da votiñ war an dalc’h-se disadorn dremenet. « Ya » o deus votet 73% eus an dud. Lod o deus kinniget traoù evel :
- « strishaat an eurvezhioù ma vo sklêrijennet ar bourk »
- « Lakaat ledoù eget klogorennoù klasel »
Kentañ gwech eo e vez votet war seurt sujed, kuzulierien zo a soñj da adober seurt votadeg kement ha kreñvaat an demokratiezh er gumun.
Crédit photo : Ti-kêr Treoù-Kerne
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine