Rechercher
Fermer ce champ de recherche.

Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’

260 e oant a-benn ar fin ! Gant an emsav broadelour e oa bet toullet un erv frouezhus diwar-benn al lojeiz e Breizh. Diaes eo d’ar strolladoù gall sevel a-du gant seurt temoù neuze e c’helle an emsav mont ar-raok gant ur stourm hag a sell ouzh muioc’h-mui a vretoned.

Allas! Lakaet o deus ar c’haochisted o c’hrabanoù war ar stourm-mañ. Hag evel just n’eus ket tud strizhoc’h o spered egeto. Skarzhet o deus eus ar manifestadegoù an holl re ha ne oant ket “a-gleiz” (ar Parti Breton da skouer) ha, war un dro, e klaskont sachañ evezh ar boutigoù gaochist all, ha pa vefe jakobined eus an tu-pellañ (laouen e oant da embann en doa galvet ar “Parti de Gauche” melenchonour da gemer perzh e manifestadeg Montroulez da skouer. Gant ar vezh !)

Rak, d’an 29 a viz here, o doa galvet ar c’haochisted da vanifestiñ e Montroulez evit al lojeiz. Siwazh, treiñ a reas ar vanifestadeg da bardon Pichibon : tri o tañsal ha pevar o son’. Dek mil strollad eus an tu-kleiz a oa war ar skritell ha… 260 manifestour o  deus dibunet e straedoù Montroulez a-benn ar fin. Ur c’hwitadenn !

Ha padal ne cheñcho netra. N’eo ket se a lako hor gaochisted da zigeriñ o daoulagad ha da brederiañ. Kendalc’het e vo ganto da huchal a-enep an tiez-hañv ha, war un dro, da reklem e vefe lojet muioc’h a repuidi e Breizh !

P’emaomp gant an enbroidi : embannet eo bet gant an UDB Treger-Goeloù e savent a-du gant ar raktres Horizon e Kallag. Ha deuet eo ar c’haochism da vezañ ur c’hleñved spered ?

 Crédit photo :

[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’”

  1. Iffig dit :

    Les Udébéens ne savent plus où ils habitent ni où ils vont.

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Politique

L’UDB et le Parti breton sont les parents pauvres de la politique bretonne

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Stephani-e Stoll (strollad macronour er Rannvro) o redek war-lerc’h an “ebarzhataerien”

Découvrir l'article

Immigration, Local, LORIENT

Gaël Briand (UDB) : contre la “colonisation de peuplement” mais en…. Nouvelle-Calédonie !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Hag eo deuet an enepyuzevegezh da vezañ diouzh ar c’hiz en Emsav ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, RENNES

Roazhon : ur c’hamping zovaj e Beaulieu “evit ar Palestin”

Découvrir l'article

A La Une, Politique

UDB : soixante ans de militantisme à gauche

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, Politique, PONTIVY

UDB : an arz d’en em faziañ

Découvrir l'article

Politique

UDB : Impossible d’avoir un député européen en 2024…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Arabat komz eus an IVG !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX

Sinet eo bet live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Montroulez Kumuniezh

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky