E ti-kêr an Turball, e Bro Gwenrann, e c’hell an dud gwelet ur gurunenn eus Anna Vreizh profet ganti. Hag ar merc’hed a c’hell dimeziñ koefet ganti memes !
Rak teir c’hurunenn eus hon dugez a oa bet goveliet evit Bro Gwenrann ! Setu an istor : e 1505, teir c’hurunenn a voe profet da deir c’humun eus Bro-Gwenrann gant Anna. Da Wenrann e voe profet an hini gentañ. An eil d’ur gêriadenn eus Seliak (hag a zo ur c’harter eus Gwenrann bremañ) hag an trede hini da gêriadenn Treskalan (ur c’harter eus An Truball bremañ). En aour e oa an hini gentañ, e arc’hant an eil hag e kouevr an hini diwezhañ. Profet e oa bet gant hon Dugez evit « solemnizaat an euredoù » a veze graet er vro. Lakaet e veze war penn ar gwragez-nevez ha mod-se e oant dimezet…evel priñsezed !
Siwazh, an div gentañ a zo bet distrujet e-pad an Dispac’h Bras met an trede hini a zo bet savetaet gant personed. D’an Turball eo bet profet ha divizet gant an ti-kêr d’he lakaat a-wael d’an holl en ur voest dreuzwelus.
Da c’houde eo bet kinniget gant eil-maer An Turball da adstagañ gant ar c’hiz kozh : lakaat ar gurunenn war penn ar wreg nevez evit solemnizaat al lid !
Evel just ne vez ket implijet an hini gwir hag a zo bet goveliet er C’hrenn-Amzer, un adskeudenn ne lavaran ket hag hemañ eo a vez lakaet war pennoù an dugezed nevez !
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “An Turball : ar merc’hed-nevez a c’hell dimeziñ koefet gant kurunenn Anna-Vreizh !”
plijus eo seurt pennadoù : dalc’hit ganti eta !
Un evezhiadennig : ne vez ket lavaret « ur verc’h nevez » pe « ur wreg nevez » evit ur vaouez o timeziñ met « ur plac’h nevez » (hag « an dud nevez » evit ar c’houplad.