Evel e Kallag : e Sant-Brewenn, e Bro-Raez, an dud a zo rannet e daou strollad enebour : ar re a-enep ur raktres a greizenn herberc’hiañ evit ar repuidi. Ur c’hant bennak a dlefe dont da vevañ just e-kichen ur skol, en ur c’harter sioul. Hag, en tu-all, ar re evit ar raktres.
An RN ha Reconquête o doa galvet da vanifestiñ d’ar 15 a viz here evit lavarout « nann » d’ar greizenn. Un daou-ugent bennak a dud o deus en em dolpet dirak an ti-kêr. En o zouez, tud eus karter an Hermitage ma vo ar greizenn ha kerent skolidi skol ar pierre attelée, tud ankeniet evit o bugale, anat. Dreist-holl pa weler ar pezh a zo erruet d’ar baourkaezh Lola e Paris !
Diraze e oa ur c’hant bennak a c’haochisted, tud eus ar strollad Collectif des Brévinois attentifs et solidaires. En o zouez tud a iliz, « katoliked eus an tu-kleiz », ar c’haochisted o deus distrujet an iliz evit ma trofe da ONG evit ar repuidi.
E 2023 e vo echu ar chanter, ur c’hant familh bennak a zo sañset bezañ herberc’hiet enni. Emañ an artizaned o labourat war ar savadurioù abaoe miz gwengolo. Ar prefeti eo he deus goulennet gant an ti-kêr ul lec’h evit sevel seurt kreizenn. Setu an « transitition démographique » prometet gant Emmanuel Macron !
Hag e keit-se n’hall ket ar vretoned kavout ul lojeiz…
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Kreizenn herberc’hiañ ar repuidi e Sant-Brewenn (44) : Div vanifestadeg tal-ouzh-tal”
Nanterre. (92). An 22 a viz Here 2022. Pétra a ri ! Evel-se, ema ar vuhès !
Martézé, bez ez eus deus an diplasament meur ! Ha goudé ? Evel-se eo dazont mad-den. Bez ez eus muoh a vuhès er broiù evel re an Africa, an Asia hag an América ar Su eget re an Europ a bez ! Neuhé, ma n’ez eus ked trawalc’h a dud an Europ eo red digas aného deus broioù all.
Buhes ar Vrétoned a oa bet kemmet deus ar grenn-amzer beteg hirio. Gwechall e vez atenchoù braz hag a veve an tiegezioù etrezo var ar memes dachenn a hed cantvedoù ha cantvedoù ! Hirio an deiz, ne fell ked d’ar Vrétoned caoud ouzpenn daou vugel ! Ha c’hoaz, bez ez eus tud eveldon me, a gav gwelloh beva heb bugel ebet.
Se zo evel eul lezenn : Ma ne vije ked graet mui bugalé hag ar boblans a ya da gossaad neuhé red eo digas annezidi névé evid leunia ar c’hérioù dilezet gand an autochtones ! Ne gredan ked peogwir e vez stourmet eneb an estranjourien e vezo diskoulmmet an traoù ! Red eo deomp préderia var dazont mab-den evid gwelout petra a c’helfer ober a gevred !