Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg a zo war ar stern e skol bublik Lanvaodez, en arvor Bro Dreger. Evit ma vefe digoret a-benn miz gwengolo e ranko ar skol kavout 10 bugel da nebeutañ. Un emvod kelaouiñ a vo dalc’het gant an Ofis, an ti-kêr hag ar skol d’an 20 a viz here e Pleuveur-Gaoter (en un RPI emañ ar skol) en oaled lik (6e noz) evit kinnig ar c’hlasoù divyezhek.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2022, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine